Deski˝ d'An Oadourien

DAO - Deski˝ brezhoneg d'An Oadurien

Franšais | Brezhoneg


Stummadur

D’an 9 a viz Kerzu e vo kinniget un devezh stumma˝ gant DAO e kreizenn Amzer Nevez e Pla˝vour (56). Tro a vo d’ar gelennerien gwelet penaos liamma˝ c’hoariva ha kentelio¨ brezhoneg d’an dud deuet gant Fanny Chauffin, bezprezidantez C’hoariva


Deski˝ brezhoneg e fin ar sizhun

Tu zo da zeski˝ brezhoneg gant stajo¨ kinniget en dibenno¨-sizhun e Plijidi, Naoned, Roazhon, Karaez, Pariz... Kit da welet listenn ar stajo¨


Stummadur D.A.O. e Pariz

D’an 9 ha 10 a viz Kerzu e vo kinniget un devezh-hanter stumma˝ gant DAO e Ti ar Vretoned e Pariz. Tro a vo d’ar gelennerien brezhoneg d’an dud deuet gwelet diazezo¨ ar vicher, implij an hentenn Oulpan ha deski˝ c’hoario¨ pedagogel gant Tudual Karluer.


DAO

Diwar intrudu burev Kuzul Sevenadurel Breizh e oa bet la˝set ar mennozh boda˝ evit ar wech kenta˝ ar frammo¨ kelenn evit an dud deuet e 1996. Da heul un nebeud emvodo¨ labour ha divizo¨ e oa bet sammet gant Ofis Ar Brezhoneg aozadur ar framm a zo deuet da veza˝ Deski˝ d’An Oadourien, krouet e 2001.

D.A.O. a zo he falio¨ sikour an deskidi, ar gelennerien hag an aozadurio¨ dre ziorren an eskemm etrezo, micherelaat ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ha lakaat ar c’helenn-se war-wel, kinnig ur stummadur d’ar gelennerien, resisaat palio¨ bep bloavezh-skol, bruda˝ ar stajo¨ brezhoneg, titouri˝ an deskidi war al lec’hio¨ a ginnig ur stummadur war ar yezh...

Pal D.A.O. n’eo ket lakaat an holl aozadurio¨ war ar memes patrom. Pep a spered hag a zoare d’ober zo gant ar c’hevredigezhio¨ ha ret eo mirout al liesseurted-se. E-ke˝ver tachenno¨ zo eo pouezus koulskoude mont war-raok evit unvani˝ anezho : kaout ur programm boutin, kaout prizio¨ tost a-walc’h etre an aozadurio¨ da skouer.

Ar stummadur war ar brezhoneg an tosta˝ deoc’h ! : pellgarga˝ listennad an aozadurio¨ kelenn

Mont e darempred : dao.breizh@wanadoo.fr

(JPG)


6 plasenn Gwirio¨ Mab-den 29270 Karaez Pgz/TÚl : 02.98.99.94.24   dao.breizh@wanadoo.fr