Degemer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deoc'h er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl

39 269 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.
Ar brezhoneg, ar 51 yezh tizhet ganti an 30 000 pennad !

Pennad ar miz

Wiera Gran e 1946

Wiera Gran (1916 -2007), pe Weronika Grynberg, ganet e Rusia, a oa ur ganerez polonat yuzev. E-pad an Eil brezel-bed e kane an tango e ghetto Varsovia, en ostaleri Sztuka. Meur a bladenn he deus graet gant an anvioù Sylvia Green, Wiera Green.

Ganti e sone ar bianoourez Janina Pruszycka.

Tamallet e voe dezhi, e 1945, gant an aktour Jonas Turkow hag ar politikour Adolf Berman, labourat evit ar Gestapo e-barzh ghetto Varsovia hag er-maez, en Hotel Polski. Prosez a voe e 1947 dirak ar Sąd Obywatelski przy Centralnym Komitecie Żydów Polskich ("Lez Keodedourien Poellgor kreiz Yuzevien Polonia"), barnet e voe e 1949 ha lezet da vont dre ziouer a brouennoù.

Goude ur pennad en Israel e teuas da chom da Bariz. E 1980 ec'h embannas ul levr, Sztafeta Oszczerców, ma kont penaos e oa c'hoarvezet an traoù, hervezi, ha ma lavar eo Jonas Turkow a genlaboure gant ar Gestapo. E Pariz e varvas e 2007.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 27 a viz Gwengolo 2011 ha Keleier ar vro.

Banniel Palestina

Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont. Tizhet en doa hon holloueziadur an niver a 39 000 pennad d’ar 7 a viz Gwengolo. Emaomp en 60vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ er 65vet plas [2]. Pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel kig, alkool, diamant, dir, pellgomz, ene, sevenadur pe skevent. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
Wikipedia Wikipedia - en holl yezhoù
Meta-Wiki Meta-Wiki - kenurzhiañ raktresoù Wikimedia Wikipedia Wikimedia Commons - bank roadennoù liesvedia Wikeriadur Wikeriadur - geriadur hollvedel
Wikispesad Wikispesad - meneger ar bev Wikimammenn Wikimammenn - levraoueg hollvedel Wikiarroud Wikiarroud - dastumad arroudennoù
Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all