Produadur diabarzh gros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Broioù ar bed hervez o PDG per capita e 2008 (istimadenn eus ar c'hef moneiz etrebroadel, miz Here 2008)
PDG (PPP) per capita (dre benn)

Ar produadur diabarzh gros, berraet e PDG (galleg PIB), zo ur merker ekonomikel implijet da jediñ ar pinvidigezhioù krouet gant ur vro resis. Termenet eo evel talvoudegezh hollek ar produadur diabarzh a vadoù hag a servijoù en ur vro resis e-pad ur bloavezh resis gant ar re zo o chom e diabarzh an dachenn vroadel. Muzul ar gounidoù a zeu eus produadur ur vro resis eo ivez. Komz a reer a-wezhioù eus produadur ekonomikel bloaziek pe eus produadur hepken.