Aostria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Republik Österreich
Banniel Aostria Skoed-ardamez Aostria
(Banniel Aostria) (Skoed-ardamez Aostria)
LocationAustria.png
Kan broadel Land der Berge, Land am Strome
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Alamaneg (Sloveneg, Kroateg, Hungareg); anavezet: Romeg, Tchekeg, Slovakeg
Kêr-benn Vienna (Wien)
Gorread
-En holl
-% dour

83 871 km²
1.3%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

8 206 524 (2005)
97/km²
Prezidant kevredel Heinz Fischer (sokialour)
Kañseller kevredel Werner Faymann (sokialour)
Gouel broadel 26 a viz Here
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 43
Kod war ar Genrouedad .at

Aostria (alamaneg: Österreich /ˈøːstɐˌʁaɪç/) a zo ur stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Vienna eo anv kêr-benn ar vro, Wien en alamaneg. Rannet eo e 9 stad kevredet, hag a zo emren war meur a dachenn. Meneziek eo al lodenn vrasañ eus Aostria: 62,8% eus ar vro a zo goloet gant menezioù an Alpoù, ha 32% hepken eus he gorread a zo izeloc'h evit 500 m. Ar Großglockner (3 797 m) eo menez uhelañ Aostria. Ezel eus Unaniezh Europa ha Kuzul Europa eo Aostria dibaoe 1995. E Takad an euro emañ.

En-dro da Aostria emañ ar broioù-mañ : Suis, Liechtenstein, Italia, Slovenia, Hungaria, Slovakia, ar Republik Tchek hag Alamagn.

Istor[kemmañ]

Aostria da vare ar Romaned

Poblet eo bet Aostria abaoe ar Paleolitik. Gwener Willendorf, un delwennig bet kavet e Willendorf, rannvro Wachau, e Reter Aostria, a zo bet kizellet 22 000 - 24 000 vloaz zo. En Henoadvezh an Houarn (800-400 kent J.K.) e teue ar vro da vezañ pinvidik abalamour d'an houarn ha d'an holen a veze eztennet e Hallstatt hag e lec'hioù all zo. Alies e vez lesanvet an oadvezh-se Oadvezh Hallstatt. Ar c'hentañ stad anavezet war e dachenn a oa Rouantelezh Norikon, diazezet war-dro 200 kent J.K. gant meuriadoù keltieger. Goude bezañ bet aloubet gant ar Romaned e 15 kent J.K., e chome ar vro e dalc'h Impalaeriezh Roma betek ar Vvet kantved. Rannet e oa Aostria a-vremañ etre teir froviñs Roman: Retia (Raetia), Norikon (Noricum) ha Pannonia. (da vezañ kendalc'het)

Politikerezh[kemmañ]

Pep pevar bloaz e vez dalc'het mouezhiadegoù evit dilenn ar breujoù (Nationalrat), ha pep c'hwec'h vloaz evit dilenn ar prezidant kevredel (Bundespräsident).

Strolladoù politikel dezho kannaded er breujoù (Miz Here 2006)[kemmañ]

Kannaded e breujoù Aostria goude ar 1añ a viz Here 2006
  • SPÖ (Sozialdemokratische Partei Österreichs, "Strollad demokratel sokialour Aostria", sokialourien) - 68 kannad
  • ÖVP (Österreichische Volkspartei, "Strollad ar bobl Aostrian", mirourien) - 66 kannad
  • Die Grünen ("Ar Re C'hlas", ekologourien) - 21 kannad
  • FPÖ (Freiheitliche Partei Österreichs, "Strollad ar Frankiz Aostrian", tu dehou pellañ) - 21 kannad
  • BZÖ (Bündnis Zukunft Österreich, "Emglev evit dazont Aostria", populisted an tu dehou) - 7 kannad

Strolladoù politikel all[kemmañ]

  • KPÖ (Kommunistische Partei Österreichs, "Strollad komunour Aostria", komunourien)
  • LIF (Liberales Forum, "Forom frankizour", frankizourien)
  • SLP (Sozialistische Linkspartei, "Strollad sokialour ha kleizour", trotskourien)

Yezhoù[kemmañ]

Alamaneg eo yezh an darn vrasañ eus an dud (>90% eus ar boblañs), met sloveneg, kroateg hag hungareg a vez graet ganto e rannvroioù zo hag ur statud kenofisiel a zo ganto.

Yezhoù anavezet Aostria hervez niveradeg 2001:

Aostrianed vrudet[kemmañ]

C'hoarierion echedoù aostrian:

Roll an nav stad kevredet („Bundesländer“)[kemmañ]

Stadoù kevredet Aostria: B Burgenland, K Karintia, NÖ Aostria-Izel, OÖ Aostria-Uhel, S Salzburg, St Stiria, T Tirol, V Vorarlberg, W Vienna
Stad kevredet Kêr-benn Poblañs Gorread
(km²)
Annezad/km² Yezhoù rannvroel
kenofisiel gt. an alamaneg
1. Burgenland Eisenstadt 276 419 3 965 69,7 Kroateg Burgenland, hungareg
2. Karintia (Kärnten) Klagenfurt 559 440 9 536 58,7 Sloveneg
3. Aostria-Izel
(Niederösterreich)
Sankt Pölten 1 552 848 19 178 81,0 -
4. Aostria-Uhel
(Oberösterreich)
Linz 1 387 086 11 982 115,8 -
5. Salzburg Salzburg 521 238 7 154 72,9 -
6. Stiria (Steiermark) Graz 1 190 574 16 392 72,6 -
7. Tirol Innsbruck 683 317 12 648 54,0 -
8. Vorarlberg Bregenz 356 590 2 601 137,1 -
9. Vienna (Wien) Vienna (Wien) 1 631 082 415 3 831,9 -

Gwelet ivez[kemmañ]

Aostria Aostria