Swaziland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Umbuso weSwatini
Kingdom of Swaziland

Rouantelezh Swaziland

Banniel Swaziland Ardamezioù Swaziland
Banniel Swaziland Ardamezioù Swaziland
Sturienn vroadel: Siyinqaba
Lec'hiadur Swaziland
Yezhoù ofisiel saozneg, siSwati
kêrioù-penn Mbabane (melestradurel) ha Lobamba (lezennel ha roueel)
Kêr vrasañ Mbabane
Roue Mswati III
Indovuzaki Rouanez Ntombi
Kentañ ministr Sibusiso Dlamini
Gorread 17 363 km²
Poblañs (2006)
- Stankter
1 136 334 a annezidi
65,4 annezad/km²
Dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh Unanet
6 a viz Gwengolo, 1968
Moneiz Lilangeni (SZL)
Eur UTC +2
Kan broadel Nkulunkulu Mnikati wetibusiso temaSwati
Kod kenrouedad .sz
Kod pellgomz +268
Kartenn Swaziland (e saozneg)

Ur riez eus Afrika eo Swaziland, etre Suafrika ha Mozambik.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annezidi a-vremañ Swaziland zo erruet en takad-mañ eus Afrika en XIXvet kantved, da heul divroadeg ar vBantoued. D'ar memes koulz ec'h erruas an drevadennerien wenn kentañ.

Goude brezel ar Boers e teuas da vezañ un drevadenn vreizhveuriat ha, d'ar 6 a viz Gwengolo 1968, ur vro dizalc'h.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strolladoù politikel zo berzet gant ar Vonreizh.

Ur vonarkiezh absolut eo ar vro, daoust d'ar vonreizh nevez lakaet e plas e miz C'hwevrer 2006.

Distrigoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

4 distrig zo e Swaziland :

  • Hhohho
  • Lubombo
  • Manzini
  • Shiselweni

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo ar maezioù : menezioù a-hed an harz gant Mozambik, savanennoù er reter, koadeier gleb er gwalarn. Treuzet eo ar vro gant meur a stêr. Kêr vrasañ ar vro eo ar gêr-benn Mbabane (50.000 annezad).