Aruba

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aruba
Banniel Aruba Ardamezioù Aruba
(Banniel Aruba) (Ardamezioù Aruba)
Location of Aruba
Yezhoù ofisiel nederlandeg ha Papiamento
Statud Politikel Stad eus Rouantelezh an Izelvroioù
Kêr-benn Oranjestad
Roue Willem-Alexander
Gouarnour
Kentañ Ministr
Gorread
 - Hollad
 - % dour
( 214-vet renk)
193 km²
Dister-kenañ
Poblañs


 - Total
 - Stankter

(Ranked 195th)


102,695 (2006)
571/km²

Moneiz Florin Aruba
Rann eur UTC -4
Kan broadel Aruba Dushi Tera
Anv-domani er genrouedad .aw
Niverenn Pellgomz-bro +297

Aruba a zo un enezenn, 32 kardlev hed dezhi, er Mor Karib, 27 kardlev er-maez da aodoù Venezuela, dezhi ur gorread a 386 devezh-arat (193 km²). Kontrol da veur a vro eus ar rannved-hont, n'eo ket gleborek an hin: sec'h-kras eo ar vro, ha mard eo fall evit al labour-douar e plij d'an douristed kenañ. Ur stad emren eo e framm Rouantelezh an Izelvroioù.

Kartenn Aruba

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pont naturel en Aruba
Gwezenn dividivi

Poblet e oa Aruba gant an Amerindianed Caiquetios, ur meuriad arawak deuet eus Amerika ar Su (Venezuela a-vremañ) en XIvet kantved. Dizoloet e oa bet gant ar Spagnoled e 1499, ha da Spagn e oa en-ofisiel pa oa bet aloubet gant moraerien eus an Izelvroioù e 1636.

Disrannet eo bet diouzh an Antilhez Nederlandat e 1986. Deuet eo da vout ur vro emren e framm rouantelezh an izelvroioù. Da vezañ dizalc'h e oa a-benn 1996, met paouezet e oa an argerzh a-benn 1990, war c'houlenn gouarnamant Aruba. Hiziv an deiz eo unan eus ar peder stad a ya d'ober Rouantelezh an Izelvroioù.