Jerzenez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jerzenez
Bailliage de Jersey (fr)
Bailiwick of Jersey (en)
Banniel Jerzenez Skoed-ardamez Jerzenez
Banniel Jerzenez Skoed Jerzenez
Jersey in its region.svg
Kan broadel
Yezhoù ofisiel galleg, saozneg
Kêr-benn Saint Hélyi
Gorread
-En holl
-% dour

116 km²
Poblañs
-Hollad
-Stankted ar boblañs

97 857 (2011)
844/km²
Penn ar Vro Elesbed II
Kentañ ministr Ian Gorst
Gouel broadel
Moneiz Lur sterling
Kod pellgomz 44-1534/44-7797
Kod war ar Genrouedad .je

Jerzenez a zo enezenn eus Mor Breizh. Graet e vez Jersey anezhi e saozneg hag e galleg, ha Jèrri e jerzenezeg. An enezenn vrasañ eus an Inizi Angl-ha-Normand eo, ha tost da 100 000 a dud a zo o chom enni. "Beliezh Jerzenez", anezhi an enez hag un nebeud enezennoùigoù all ha kerreg, a zo un dalc'h eus Kurunenn Breizh-Veur hep bezañ lod er Rouantelezh-Unanet ha n'emañ ket en Unaniezh Europa kennebeut.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jerzenezeg (Jèrriais) eo ar yezh oil normanek a vez komzet e Jerzenez.

Er bloavezhioù 1960 e voe saoznekaet an deskadurezh kentañ a veze e galleg betek-hen. Gant donedigezh tud pinvidik bras eus Bro-Saoz ouzhpenn e krogas lanv ar saozneg. Stank eo ar panelloù divyezhek, gant anvioù-lec'hioù gallek kozh e-kichen anvioù nevezsaoznekaet.

Portugaleg a vez komzet ivez gant diskennidi Portugaliz deuet eus Madeira da labourat el letioù. Ul levraoueg portugaleg zo e Saint Hélyi.

Istor an enez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant-Heler eo he c’hêr-benn. Sant Heler en doa avielet an enezenn er VIvet kantved. E-pad divroerezh bras ar Vretoned eus Breizh-Veur d’an Arvorig o doa poblet ar re-mañ an enez (VIvet kantved ivez). Sant Samzun a dremenas eno.

Lod eus Rouantelezh Breizh e oa en IXvet kantved, evel an inizi all. Goude 933 e oa deuet da vezañ Norman.

Ur bod eo bet evit meur a zen e-pad kantvedoù.

Jerzenez gwelet eus an egor


XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded alaman e Saint Hélyi

Ar statud politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renet eo gant ur beli hag ur parlamant (Breujoù Jerzenez gant 53 ezel).
Jerzenez a vez dileuriet e Caen, e Normandi douar-bras.

Parrezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jersey.png

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An aktourez Lillie Langtry, lesanvet Jersey Lily.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« .je » eo kod Jernenez war ar genrouedad

Anv ur stad amerikan a zo tennet eus Jerzenez : gwelet Jerzenez Nevez.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Evening Post, Saint Hélyi, 29 a viz Even 1940
  2. The Evening Post, Saint Hélyi, 2 a viz Gouere 1940