Dwight D. Eisenhower

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dwight D. Eisenhower
Dwight D. Eisenhower
Niv urzh 34e Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
Kefridi 20 a viz Genver 1953
20 a viz Genver 1961
Deiziad ha
lec'h genel
14 a viz Here 1890

e Denison, Texas

Deiziad ha
lec'h mervel
28 a viz Meurzh 1969

e Washington

Micher Milour
Strollad politikel Republikan
Besprezidant Richard M. Nixon

Roll ar vesprezidanted

Dwight David Eisenhower, lesanvet «Ike», a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1890 e Denison e Stad Texas (SUA) ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1969. Ar 34vet prezidant eus ar Stadoù-Unanet e voe, e-pad 2 gemenn etre an 20 a viz Genver 1953 hag an 20 a viz Genver 1961. E-pad an eil brezel bed e voe ur jeneral pemp steredenn hag ar c'hommandant e-karg eus armeoù ar gevredidi en Europa. Ezel e voe eus ar strollad republikan. E-kerzh e gemennoù prezidant e klaskas ober war-dro ar peoc'h e Korea, lañsañ ar redadeg d'ar spas, diorroiñ a reas ivez ar gourhentoù etre stadoù hag unan eus e briorelezhioù pennañ a voe diorroiñ an arm nukleel da vare ar brezel yen etre ar Stadoù-Unanet hag URSS.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin ar familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

David Dwight Eisenhower a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1890 e Denison, en Texas. Ar vamm, Mrs Ida Eisenhower, a oa test Jehovah. An trede eus 7 bugel Jacob Eisenhower et de Ida Elizabeth Eisenhower e oa. Badeziet e voe gant an anv Davit Dwight hogen anvet e voe Dwight er vuhez pemdeziek. Anv e hendadoù a veze skrivet "Eisenhauer" en doare orin. E 1741, Hans Nicolas Eisenhauer en doa divroet eus Sarre evit en em staliañ e Amerika, e trevadenn saoz Lancaster (Pennsylvania). En em staliañ a ra ar familh Eisenhower e Abilene er C'h/Kansas e 1892. E-kezh e skoliata eo en dije Dwight resevet al lesanv "Ike" gant e vignon wellañ. Da 19 vloaz, e 1909, resevout a ra testeni fin studioù an eil derez eus lise Abilene. Kregiñ a ra da labourat en un ti-laezh rak e gerent n'o deus ket a-walc'h a arc'hant evit kas anezhañ d'ar skol-veur. Klask a ra an arnodenn evit bezañ degemeret e akademiezh ar sevel batimañchoù, hogen, n'eo ket degemeret dre ma 'z eo re yaouank. Mont a ra a-benn ar fin e skol-veur Kansas City evit prientiñ ur respet soudard. Dont a ra brav gantañ e arnodennoù, dre-se eo degemeret diouzhtu e akademiezh soudardel West Point.

Respet soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1911, Dwight Eisenhower a zo degemeret e Akademiezh soudardel West Point. Dont a ra maezh 4 bloaz diwezhatoc'h, 61 vet war 164 gant ar ran a letanant. Kaset eo da heul e Fort Sam Houston eus San Antonio en Texas. Kejañ a ra gant Mamie Geneva Doud (1896–1979), ha dimeziñ a ra ganti d'an 1 a viz Gouere 1916. 2 vab en deus ganti, Doud Dwight Eisenhower (ganet d'ar 24 gwengolo 1917 et marvet d'an 2 a viz genver 1921 gant an derzhienn ruz) ha John Sheldon David Doud Eisenhower (ganet d'an 3 a viz Eost 1922). E 1917 eo anvet Eisenhower da gabiten ha kelenn a ra e meur a gamp gourdoniñ d'ar mare ma 'z eo ar Stadoù-Unanet engouestlet er c'hentañ brezel bed. Daoust dezhañ goulenn, ne zeu ket a-benn da vezañ kaset en Europa d'ar brezel, ha kemer a ra gourc'hemenn an "Tank Training Center" e Camp Colt, e Pennsylvania. Er c'hamp Meade, e-kichen Washigton, eo anvet da vajor, ha mont a ra d'an Infantry Tank School e-lec'h ma adkav ar c'holonel S. Patton, ofiser ar c'hirri houarnet. Asambles e embannont pennadoù evit aliañ da implij tankoù a-benn parraat d'un eil brezel an trancheoù. E vennozhioù n'int ket gwelet mat gant an uhelidi ha tost eo dezañ tremen el lez-vrezel. Da heul eo kaset e zonenn kanol ar Panama dindan urzhioù ar jeneral Fox Conner hag a wel ennañ talant, setu perak e enskriv anezhañ, e 1925, d'ar skol stummañ komandanted e Fort Leavenworth. Dont a ra maez eus e luskad er c'hentañ plas, dre-se e c'hounez kalz a bouez. E 1927 eo ezel eus komision ar monumantoù brezel amerikan hag e 1928 e pak un diplom er skol brezel amerikan (War College).


Flag of the United States.svg Kronologiezh Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Istor - Stadoù-Unanet Amerika - Ti Gwenn)
Great Seal of the United States (obverse).svg

1789 : Washington
1797 : J. Adams
1801 : Jefferson
1809 : Madison
1817 : Monroe
1825 : J. Q. Adams
1829 : Jackson
1837 : Van Buren
1841 : W. H. Harrison

1841 : Tyler
1845 : Polk
1849 : Taylor
1850 : Fillmore
1853 : Pierce
1857 : Buchanan
1861 : Lincoln
1865 : A. Johnson
1869 : Grant

1877 : Hayes
1881 : Garfield
1881 : Arthur
1885 : Cleveland
1889 : B. Harrison
1893 : Cleveland
1897 : McKinley
1901 : T. Roosevelt
1909 : Taft

1913 : Wilson
1921 : Harding
1923 : Coolidge
1929 : Hoover
1933 : F. D. Roosevelt
1945 : Truman
1953 : Eisenhower
1961 : Kennedy
1963 : L. B. Johnson

1969 : Nixon
1974 : Ford
1977 : Carter
1981 : Reagan
1989 : G. H. W. Bush
1993 : Clinton
2001 : G. W. Bush
2009 : Obama