Barack Obama
Barack Hussein Obama II (distaget /bəˈɹɑːk oʊˈbɑːmə/) (bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1961 e Honolulu) zo anezhañ ur politikour eus ar Stadoù-Unanet, bremañ 44vet prezidant ar vro-se. Genidik e oa e dad eus Kenya hag e vamm eus Kansas. Studioù en deus graet e Skol-veur Columbia hag e Skol-veur Harvard. Senedour e oa bet dilennet e stad Illinois er bloaz 2005, hag eñ an hini yaouankañ eus holl senedourien ar vro.
Ezel eo eus ar Strollad demokrat, hag aet eo war ar renk evit dont da vezañ danvez-prezidant an demokrated evit dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2008. Gounezet en deus war Hillary Clinton evit bezañ danvez-prezidant ar strollad demokrat. D'ar 4 a viz Du 2008 eo bet trec'h war John McCain (republikan), ha dilennet eo bet da brezidant Stadoù Unanet Amerika. Kroget en deus gant e garg nevez d'an 20 a viz Genver 2009. Addilennet eo bet d'ar 6 a viz Du 2012 evit un eil prantad pevar bloaz, a-enep ar republikan Mitt Romney.
Taolenn
Bugaleaj ha studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dad, Barack Obama Senior, a oa un ekonomour hag ur politikour eus Kenya, bet ganet e 1936 ha marvet e 1982 en ur gwallzarvoud karr-tan en Afrika. E dad-kozh a-berzh e dad a oa Hussein Onyango Obama (1895-1979), diwar-se e eil anv-bihan.
E dad a oa bet savet en un endro muzulman met dizoue e oa.
E vamm a oa Stanley Ann Dunham (1942-1995), ur plac'h wenn anezhi. Savet en un endro kristen, met agnostik e oa-hi. Diwar ur c'hrign-bev eo marvet.
Savet eo bet Barack Junior gant e dud-kozh a-berzh mamm. Torrdimeziñ a reas e dud e 1964, ha Barack n'en deus gwelet e dad nemet ur wech en e vuhez, d'an oad a zek vloaz.
E 1965 ec'h addimez e vamm gant un den eus Indonezia, bevañ a reas eno ganto e-pad 4 bloaz. Un hanterc'hoar en deus bet, Maya Soetoro. Kelennerez eo-hi bremañ e Hawaii. E vamm-gozh a-berzh-mamm, hi, a oa aet da Anaon dres a-raok na vije aet an trec’h gant he mab-bihan d'an dilennadegoù prezidant.
Goude mont kuit eus ar skol e ra studioù uhel adalek 1979. Mont a ra da Skol-Veur Columbia (e kêr New York) ma tap un testeni war ar skiantoù politikel hag ispisializet war an darempredoù etrevroadel e 1983.
Tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimezet eo Barack Obama gant Michelle Obama abaoe 1992. Gwiraouez eo bet. Div verc'h a zo dezho, Malia Ann, bet ganet e 1998, ha Natasha ("Sasha"), bet ganet e 2001. Bevañ a raent e Chicago, met bremañ int deuet da chom d'an Ti Gwenn d’an 20 a viz Genver, 2009.
A-raok dont da brezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a reas da vezañ senedour Illinois eus 1997 da 2004, ha senedour er C’hongress amerikan eus 2005 da 2008.
Amzervezh prezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Deuet eo Obama da vezañ Prezidant ar Stadoù-Unanet d'an 20 a viz Genver 2009.
Fall e oa stad an ekonomiezh pa oa bet anvet da Brezidant. Goulennet en deus digant ar C'hongress ur sammad dreistordinal a 787,000,000,000 a zollaroù evit klask lakaat un termen da giladenn an ekonomiezh. Graet eo bet ar Stimulus Bill eus ar plan-se gantañ. Degaset en deus arc'hant ivez d'ar bankoù ha d'ar c'hompagnuezhioù sevel kirri.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) (es) Lec'hienn ofisiel Barack Obama
|
|||||||
1789 : Washington |
1841 : Tyler |
1877 : Hayes |
1913 : Wilson |
1969 : Nixon |