Jibraltar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gibraltar
Banniel Jibraltar Ardamezioù Jibraltar
Banniel Jibraltar Ardamezioù
Ger-stur Nulli Expugnabilis Hosti
(Latin: Aloubet gant enebour ebet)
Lec’hiadur Jibraltar
Yezhoù ofisiel Saozneg
Kêr-benn Jibraltar
Statud politikel Trevadenn ar Gurunenn
Rouanez Breizh-Veur' Rouanez Elizabeth II
Gouarner Lieutenant General Sir Robert Fulton KBE
Penn-ministr Peter Caruana
Gorread
-En holl
-% dour

6.5 km²
dister
Poblañs
- 2005 war-dro
- Stankter ar boblañs

27,921
4,290/km²
Moneiz Lur Saoz GBP
Kan broadel Gibraltar Anthem
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .gi
Kod pellgomz 3501

Jibraltar (saozneg: Gibraltar; spagnoleg: Gibraltar, lesanvet alies El Peñón) a zo un tiriad breizhveuriat tramor lec'hiet e su al Ledenez Iberiat, war riblenn Strizh-mor Jibraltar hag hini ur pleg-mor. Hemañ a liamm ar meurvor Atlantel ouz ar mor Kreizdouarel. An tiriad en deus un harz berr gant Spagn war-du an norzh. Ul lec'h pouezus evit al lu breizhveuriat eo Jibraltar hag un diazezlec'h luvor a zo lec'hiet ennañ.

Anv an tiriad a zeu eus an arabeg Jabal aţ-Ţāriq (جبل الطارق) - "Menez Tariq" - tremenet e saozneg dre ar spagnoleg. Daveiñ a ra ouzh ar pennlu berber omayad, Tariq ibn-Ziyad, a vleinas aloudabeg vorek Iberia e 711. Kent-se e oa anvet Kalpe e gresianeg, unan eus Kolonennoù Herakles. Anvet eo ivez en un doare nann-ofisiel "ar Roc'h" pe Gib.

Un abeg a dabut etre Breizh-Veur ha Bro-Spagn eo. Goulenn a ra Spagn ma vo roet ar vro en-dro dezhi. Gant an darn vrasañ eus Jilbratariz e vez nac'het ar mennozh-se avat.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn istorel Jibraltar

Adalek ar Fenikiz eo annezet Jibraltar, hag eñ ez eus roudennoù eus bezañs an Neandertaled, ur spesad eus ar genad Homo aet da get 30.000 bloaz zo. Diazezlec'hioù dambadus o deus savet ar Gartagiz hag ar Romaned ha goude diskarr an impalaeriezh roman e voe kontrolet e-pad un amzer verr gant ar Vandaled. D'un darn eus Rouantelezh Wizigotek Spagn ez eas neuze betek an aloudabeg islamek.

D'an 30 ebrel 711 e vleinias ar jeneral omayad, Tariq ibn-Ziyad, un arme verber a-dreuz Strizh-mor Jibraltar. Klask a reas dilestrañ e Algesiras da gentañ met c'hwitañ a reas. En un doare kuzh e touaras e su ar Roc'h neuze.

Didu e chomas Jibraltar e-pad an darn vrasañ eus ar marevezh morek. Ur c'hreñvlec'h a zo e rivinoù gwelus c'hoazh a savas ar Sultan almohad Abd al-Mu'min (1094-1163). D'ul lodenn eus ar rouantelezh Taifa Granada ez eas ar Roc'h betek e aloudabeg gant Kastilha e 1309. E 1311, avat, e voe gounezet gant ar Varinided a roas anezhañ en-dro da C'hranada e 1374. Aloubet da vat e voe e 1472 gant an Dug Medina Sidonia.

Betek 1476 e chomas Jibraltar en e berc'hentiezh ha degemerout a reas Yuzevien eus Cordoba. Pedro de Herrera, ur c'honverso en-doa kemeret perzh e aloudabeg ar Roc'h a stalias warnañ ur gumuniezh 4350 yuzev. Ne badas ket hir homañ, avat. Adstrollañ a reas an Dug Medina Sidonia gant Kurunenn Spagn hag diarbennet e voe ar Yuzevien. E 1501 e tremenas Jibraltar d'ar Gurunenn hag ur bloavezh hepken goude-se e roas ar Rouaned Gatolik ur skoed-adarmez dezhi.

Emgann Jibraltar. 1607

D'ar 4 miz Mae 1604, e-pad ar brezel a bevar-ugent bloaz e tistrujas an izelvroiz ur flodad spagnat eoret e pleg-mor Jibraltar.

E-pad Brezel herezh Spagn e argasas ar Saozon hag an Izelvroiz, kevreet gant Karl VI, meur a gêr e su Spagn. D'ar 4 a viz Eost 1704 e c'hounezjont ar gêr goude ur vombezadeg a c'hwec'h eurvezh. An darn vrasañ eus ar boblañs a choazas da vont kuit eus ar gêr.

Ne zeuas ket an nerzhioù gall ha spagnat a benn da adc'hounit ar gêr hag e 1713 e voe roet da Vreizh-Veur gant feur-skrid Utrecht. Dindan he c'hontrol eo bet chomet abaoe daoust da arnodadennoù Spagn d'he adaloubiñ.

D'un diazezlec'h luvor pouezus evit ar Royal Navy ez eas ar roc'h hag ur rol bras a c'hoarias en emgann Trafalgar. He zalvoudegezh strategiezh a greskas goude digoradur Kanol Suez, rak gwardiñ a rae an hent etre Breizh-Veur hag he zrevadennoù e India hag en Aostralia. E-pad an Eil brezel bed e voe skarzhet an annezidi nann-milourel ha d'ur c'hreñvlec'h e voe lakaet. Raktresoù a reas al lu alamagn evit aloubiñ ar roc'h - an Oberiadenn Felix - met biskoaz e voent sevenet en abeg da nac'hadenn Francisco Franco da aotren an nerzhioù alaman war e dachenn. Gant Wilhelm Canaris, penn an Abwehrha unan eus e vignoned bersonel Franco, e vefe bet kendrec'het. Evel ma oa Canaris un ezel eus an harz milourel a-enep Hilter e kreder en-deus graet an dra-se da vuanaat faezhidigezh Alamagn ha diskarr ar ren naziat.

E-pad ar bloavezhioù 50 e c'houlennas Bro-Spagn - renet gant Franco - distro ar Roc'h hag e-pad an 30 bloazioù da heul e strizhas an monedone etre Jibraltar ha Spagn. D'ar 10 a viz Gwengolo 1967 e tivizas annezidi ar Roc'h da chom breizhveuriat dre ur referendom, gant 12.138 mouezh a-enep 44. E respont e serras Fanco an harzioù. Troc'hañ a reas ivez tout al liammoù darempred.

Klozet e chomas an harzioù betek 1982 ha ne voent addigoret a-grenn nemet e 1985. Adalek fin ar bloavezhioù 80 ez eus kenvreutadennoù etre Spagn ha Breizh-Veur a-zivout dazont Jibraltar. Kinniget e voe ma vez renet ar Roc'h asambles gant an div vro met nac'het e voe an diskoulm-se gant ur referendom arall (17.900 mouezh a-enep 187).

E miz gwengolo 2006 e voe sinet un emglev etre Breizh-Veur ha Spagn a-zivout ar Roc'h ha lemmel a reas kuit Spagn an strishadurioù diwezhañ d'an monedone.


Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouarner Jibraltar, Lieutenant General Sir Robert Fulton KBE
Hervez ar vojenn, ma ya kuit eus Jibraltar ar varvouzed, mont kuit a raio ar vreizhveuriz ivez

Evel evit an holl diriadoù breizhveuriat tramor eo ar Rouanez Elizabeth II penn ar stad. Eviti eo Gouarner Jibraltar, Lieutenant General Sir Robert Fulton, KBE, kannad.

Breizh-Veur a zo e karg an difenn, an darempredoù etrevroadel, ar surentez diabarzh ha stabilder finañsel an tiriad. N'eo ket empleget ar gouarner e melestradurezh pemdeziek Jibraltar ha lidek eo e berzh dreist-holl. Ur penn ministr ha meur a vinistred a anv goude an dilennadegoù. War-dro ar c'hudennoù a zifenn hag a surentez a ra ha penn Polis Roueel Jibraltar.

Parlamant Jibraltar - an House of Assembly - a vez dilennet evit pevar bloaz. Kenaozet eo eus :

  • 15 ezel dilennet
  • 2 izel anvet gant ar gouarner

Prezidant ar parlamant (ar speaker) a zo choazet gant ar gouarnamant. Penn ar gouarnamant eo ar penn-ministr, Peter Caruana hiziv. Bez ez eus tri strollad politikel gand kannidi er parlamant : ar Gibraltar Social Democrats, ar Gibraltar Socialist Labour Party, hag ar Gibraltar Liberal Party.

Un darn eus an Unaniezh Europa eo Jibraltar. Enni eo antreet asambles gant Breizh-Veur e 1973. Disammet eo Jibraltar eus un nebeut a zleadoù e-keñver an unvaniezh-maltouterezh hag politikerezh voutin al labour-douar. Adalek 2004 e c'hell keodedourien Jibraltar votiñ en dilennadegoù europeat.

E 2006 e oa bet aozet ur vonreizh nevez hag a vo kinniget d'ar bobl. Diogeliñ a raio dishualded an tiriad.

En abeg d'ar goulennoù spagnat emañ ar darempredoù gant ar vro-se e kreiz ar bolitikerezh lec'hiel. An holl strolladoù politikel a zo enebet ouzh ur treuzkasadur a c'halloud da Spagn hag harpañ a reont dishualded ar vro.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Roc'h Jibraltar e 2006

Goloiñ a ra an tiriad 6.543 km² hag harzioù a 1.2 km gant bro-Spagn en-deus. 12 km ag aodoù en-deus ivez. E daou 'gostez' e tisranner ar re-mañ : an East Side ma' emañ lec'hiet Sandy Bay ha Catalan Bay hag ar West Side lec'h ma vev darn vrasañ ar boblañs.

Kreizdouarel eo an hiniad, gant goañvioù klouar hag hañvioù tomm.

Tiriadoù annezus Jibraltar a zo kenaozet eus ur vandenn strizh o kelc'hiañ ar Roc'h. Peadraoù naturel ebet ez eus enno ha nebeut tre a zour dous. Betek n'eo ket pell'zo e tastumed an dour glav e puñsoù-glav a vili-raz. Savet e oa bet un uzin a zishollenadur avat hag a bourvez ar vro hag a ro tro dezhañ da vezañ dizalc'hoc'h eus Spagn.

Gant 4.290 dre km² eo Jibraltar unan eus ar vroioù gant ar stankter poblañs brasañ er bed. An dra-se he-deus rediet ar gouarnamant da c'hounid douarioù war ar mor (10% eus ar gorread a-vremañ).

Eus maen-raz eo kenaozet ar Roc'h end-eeun. Tizhout a ra 426 m uhelded ha treuziet eo gant hentoù-riboul niverus. An darn vrasañ anezho a zo implijet gant al lu hepken. Ul lodenn vras eus an uheldirioù a zo dalc'het gant ur mirlec'h naturel ma vev 250 makak barbaria; Diskouezet o-deus studioù genel e oant bezañt war ar Roc'h kent donedigezh ar Vreizhveuriz. Hervez ar vojenn, ma yeont kuit e vint ar Vreizhveuriz d'o heuliañ. Evit an abeg-se eo ez int gwarezet gant ar gouarnamant.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Jibraltar

Disrannadurioù melestradurel ebet he-deus Jibraltar. E seiz kelc'hiad-annez ez eo disrannet na vez implijet nemet evit stadegoù.

Kelc'hiad annez Poblañs  %
1 East Side 429 1.54%
2 North District 4,116 14.97%
3 Reclamation Areas 9,599 34.91%
4 Sandpits Area 2,207 8.03%
5 South District 4,257 15.48%
6 Town Area 3,588 13.05%
7 Upper Town 2,805 10.20%
other 494 1.82%
Jibraltar 27,495 100.00%

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn vrasañ armerzh Jibraltar a furme oberiantiz al lu breizhveuriat. War zigresk eo e berzh, avat. Tra ma rae 60% an armerzh e 1964 ne ra nemet 7% hiziv.

War ar finañserezh hag an douristelezh eo diazezet armerzh a-vremañ Jibraltar. Unan eus an 35 tiriad barnet evel ur paradoz-fisk gant an OCDE. Tailhoù war al leve ebet ez eus ha gwan tre eo tailhoù war ar c'hevredegezhioù, ar pezh en-deus sachet embregerezhioù niverus.

Un ehanlec'h evit al listri-merdeadenn hag ar Roc'h a vez gweladennet gant kalz a dud pep bloaz. Evel ma n'eus TVA ebet e Jibraltar o-deus en em staliet kalz stalioù bras en tiriad, Marks and Spencer, BHS, Dorothy Perkins en o zouez.

Al Lur Sterling eo moneiz Jibraltar met bilhedoù ispisial a vez implijet en tiriad. Al Lur Jibraltar-se a zo liamet ouzh a lur sterling ha n'eo ket ur moneiz gwir hag en en-deus ur kod ISO (GIP).

Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblañs Jibraltar a zo stabil war-dro 27,884 (2005). Ar jibraltariz a zisken eus an nebeut spagnoled a oa bet chomet er vro hag eus embroidi eus tout ar broioù europeat. Ar re o-doa en em staliet e Jibraltar oa a zeu eus Genoa, Malta ha Portugal dreist holl. Abaoe ma oa bet digoret an harzioù adarre un nebeut a spagnolet a zo deuet da anneziñ e Jibraltar.

D'ar Relijion Gatolik e perc'hnn darn vrasañ ar jilbratariz met un niver bras a vinorelezhioù relijiel ez eus, en o zouez izili Iliz bro-Saoz, Iliz bro-Skos pe an Iliz Metodist. Tud deuet eus Marok a zo muzulman ha bez ez eus ur gummuniezh yuzev bras a-walc'h.

Ar saozneg eo ar yezh-stad met darn vrasañ ar jibraltariz a ra gant ur meskaj a saozneg hag a spagnoleg : al llanito

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orinoù liesek en-deus sevenadur Jibraltar hag en eo saoznek pe spagnolek al levezonoù kreñvoc'h. Daoust ma komz ar jibraltariz en ur meskaj a saozneg ha spagnoleg anvet Yanito pe Llanito eo ar saozneg yezh ar gouarnamant, an deskadurezh, ar genwerzh hag ar mediaoù. D'ar jibraltariz a fell dezho studiañ er skol-veur eo ret mont e Breizh-Veur. Ar re o-deus ezhomm eus evezhioù mezegel na vezont ket kavet war ar Roc'h a ya ivez da Vrezh-Veur gant skoazell gouarnamant Jibraltar.

Gouel broadel Jibraltar a zo an 10 a viz gwengolo. Kounañ a ra referendum 1967, an ober dishualded kentañ e istor ar vro. Daoust d'e dalvoudegezh bolitikel eo ur fest vras ivez.

Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'harr eo an tu-treuzdougen pennañ e Jibraltar. Botin eo ar marc'hoù-tan, avat, ha bez ez eus ur sistem a girri-boutin arnevez. Er c'hontrol d'an tiriadoù breizhveuriat arall e ruilher war gostez dehou an hent. Un teleferik a liamm ar gerr ouzh lein ar roc'h gant un ehan e-kichen annez ar varmouzed.

Betek n'eo ket pell e tifennet ar gouarnamant spagnat liammoù dre aer pe dre vag. D'ar 25 a viz gouere 2006 hepken eo bet kemmet an traoù. Skañvoc'h e vo ar c'hontroladegoù war an harzioù ha paeañ a raio Breizh-Veur al labourerien he-doa kaset kuit eus Jibraltar pan en-doa serret Franco an harzioù. Ul linenn karr-nij a vo aozet etre Madrid ha Jibraltar. Nijadennoù reoliek ez eus ivez etre aerporzh Jibraltar ha Londrez ha Manchester. Goude 2007 e liammo ul linenn karr-nij ar Roc'h ouzh Iwerzhon.

Difenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Royal Gibraltar Regiment eo difennet Jibraltar. Un unanenn ag adarme e oa betek 1990 pa voe enbarzhet el lu breizhvuriat evel un unanenn beurbad.

Ar Royal Navy a vir ur skouadron e Jibraltar. Karget eo gant surentez an doureier tachennadel eus an tiriad. Rooke eo anvet an diazezlec'h hervez Sir George Rooke a aloubas ar Roc'h e 1704. Ur perzh strategiel pouezus en-deus an diazezlec'ch. Galloud a ra herberc'hiñ listri-spluj nukleel.

Ne vir ken ar Royal Air Force kirri-nij war ar roc'h met oberiant eo an diazezlec'h c'hoazh. Degemer a ra a-blaen kirri-nij ha herberc'hiñ a ra ur gevrenn eus ar Met Office.

Ur perzh a c'hoarias Jibraltar e-pad Brezel an Inizi Maloù hag arnodiñ a reas al lu arc'hantinat d'e arsa e frammadur an Oberiadenn Algesiras.


Tud dibar Jibraltar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]