São Tomé ha Príncipe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
República Democrática de São Tomé
e Príncipe

Republik Demokratel São Tomé ha Príncipe
Banniel São Tomé ha Príncipe Skoed-ardamez São Tomé ha Príncipe
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: Unidade, Disciplina, Trabalho
Kan broadel: Independência total
Lec'hiadur São Tomé ha Príncipe
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
São Tomé


0°20′N 6°44′R

Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Manuel Pinto da Costa
 - Kentañ ministr Tomé Vera Cruz
Gorread
 - Hollad 964 km² (183e)
 - Dour (%) 0
Poblañs
 - istimadur 2005 157 000 ()
 - Stankter 171/km² (65vet)
Moneiz Dobra (STD)
Gwerzhid-eur (UTC+ 0)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 1)
Kod kenrouedad .st
Kod pellgomz +239
Div enezenn vrasañ São Tomé ha Príncipe

São Tomé ha Príncipe (São Tomé e Príncipe e portugaleg, distaget [sɐ̃ũ tu'mɛ i 'pɾı̃sɨpɨ]), ent-ofisiel Republik Demokratel São Tomé ha Príncipe, zo un enezeg hag ur stad e Pleg-mor Ginea, er-maez da aodoù Afrika. Div enezenn bennañ a zo : São Tomé ha Príncipe, 140 kilometr an eil diouzh eben, ha tremen 200 kilometr o-div diouzh aodoù Gabon. Dre ma’z eo un enezeg n’he deus harzoù gant bro all ebet ; Gabon, Ginea ar C'heheder, Kameroun ha Nigeria eo ar stadoù tostañ, war douar-bras Afrika.

Stummet eo bet an enezeg gant un aradennad menezioù-tan kozh. São Tomé, an enez vrasañ, zo tre en hanternoz d’ar c’heheder. Anvet e voe evel-se en enor da sant Tomaz, gant ergerzherien deuet eus Portugal, a erruas dirazi da zevezh gouel ar sant.

São Tomé ha Príncipe eo ar stad vihanañ (e-keñver poblañs) a zo en Afrika. Bez' ez eo ivez ar vro bortugalek vihanañ a zo er bed.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizoloet e voe an enezeg gant moraerien eus Portugal, João de Santarém ha Pedro Escobar, etre 1469 ha 1472. Trevadennet e voe São Tomé, adalek 1493, gant Alvaro Caminha, en doa resevet an douar-se digant roue Portugal. Príncipe a voe aloubet un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1500. E-kreiz ar XVIvet kantved e oa deuet an enezeg, diwar-bouez labour ar sklaved, da vezañ ar vro ma veze gounezet ar muiañ a sukr en Afrika.

E 1876 e voe lakaet fin d’ar sklaverezh, met heñvel a-walc’h e chomas al labour evit ar re zu. En XXvet kantved e c’hoarvezas ganto meur a emsavadeg a voe mouget gant an nerzh bep taol.

Goude Dispac’h ar Jenoflez e Portugal e teuas São Tomé ha Príncipe da vezañ ur stad dizalc’h d’an 12 a viz Gouere 1975.