Unaniezh Europa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unaniezh Europa
Flag of Europe.svg
EU28 on a globe.svg
Ger-stur : « In varietate concordia »
(latin : Unanet el liesseurtegezh)
Yezhoù ofisiel sellet ouzh Yezhoù Unaniezh Europa
Kêrioù-penn Luksembourg, Brusel, Strasbourg
Prezidant ar C'huzul europat
Donald Tusk
Prezidant ar C’hengor Jean-Claude Juncker
(abaoe miz Gouhere 2014)
Prezidant Parlamant Europa Martin Schultz
Gorread
 - Hollad
 - % dour
7vet renk *
4 381 376 (UE28) km²
x,xx%
Poblañs
 - Hollad (2013)
 - Stankter
3e renk *
507 964 519 a annezidi (UE28)
115,08 hab./km²
Moneiz euro (€)
(Stadoù ezel zo zo chomet gant o moneiz broadel)
Gwerzhidoù-eur dreist-holl : UTC, UTC+1, UTC+2, hag evit ar c’hornioù pellañ: -4 et +4.
Kanenn Europa Kanenn d'al Levenez eus 9vet simfonienn Beethoven
Devezh Europa 9 Mae (deiz-ha-bloaz disklêriadur Robert Schuman)
Domani Internet .eu (e-kerzh 2005)
.eu.int (evit poent dalc’het evit an ensavadurioù europat)
Igorell bellgomz +3 (war ober) +3 et +4 (bremañ)
(diouzh ar Stadoù ezel)
PDB (diazez PPA)
 - Hollad (2004)
 - PDB/annezad
Renket 1 *
9 610 milliard a euroioù
21 125 €/annezad
Savidigezh
(KAE)
Savidigezh
(an UE)
Feur-emglev Roma
 - 25 a viz Meurzh 1957 / - 1 a viz Genver 1958 Feur-emglev Maastricht
 - 7 a viz C’hwevrer 1992 / - 1 a viz Du 1993
* ma vez sellet outi evel Stad en hec’h-unan

Unaniezh Europa pe an UE zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 28 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 eo bet degemeret an anv Unaniezh Europa dre ar "Feur-emglev war Unaniezh Europa" Feur-emglev Maastricht. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE ouzh:

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 18 eus an 28 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.

Doare a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel "mistri ar Feurioù-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.

D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom.

Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savpoentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.

Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg.

Krefen war ar stern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL).

Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.

E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.

Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.

Stadoù ezel hag an emled da zont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

27 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 3,892,685 km² gant e-tro 460 milion a geodedourien europat e miz Kerzu 2004. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasañ er bed dre he gorread hag an trede brasañ dre he foblañs goude Sina hag India.

Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh Europa

Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:

Lid sinañ a-benn degemer ur Stad ezel nevez en Aten, Gres, e 2004
Bloaz Bro
1952 Belgia, Frañs, Alamagn (ar C’hornôg), Italia, Luksembourg, An Izelvroioù (izili diazezerien)
1973 Danmark, Iwerzhon, Breizh-Veur
1981 Gres
1986 Portugal, Spagn
1990 En em unaniñ a ra Alamagn ar Reter gant Alamagn ar C'hornôg evit dont da vezañ un tamm eus an UE
1995 Aostria, Finland, Sveden
2004 Kiprenez, Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia, Slovenia
2007 Bulgaria, Roumania
2013 Kroatia

Notenn:

Tiriadoù tramor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha Tiriadoù dibar eus Stadoù ezel zo hag o darempredoù gant an UE (hemañ e saozneg).

Emled da zont ha darempredoù strizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezañ ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouiñ abaoe an 3 a viz Here 2005. Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennoù a ranko kas da benn vat war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial.
  • Makedonia (abaoe 2004), Albania, Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezañ ezel eus an Unaniezh.
  • Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
  • Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emglevioù dibar o deus gant an UE.
  • Perzh a gemer an darn vrasañ eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantañ Takad Armerzhel Europa), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
Alamagn Aostria Belgia Bulgaria Kiprenez Denmark Spagn Estonia Finland Bro-C'hall Gres Hungaria Iwerzhon Italia Latvia Lituania Luksembourg Malta Izelvroioù Polonia Portugal Roumania Rouantelezh-Unanet Republik Tchek Slovakia Slovenia Sveden Kroatia Turkia MakedoniaUE-EU-ISO 3166-1.png
Diwar-benn ar skeudenn-mañ

Stadoù hag a zo ezel eus Unaniezh Europa

Anv brezhonek Anv lec'hel Kod ISO
Alamagn Alamagn Deutschland DE
Aostria Aostria Österreich AT
Banniel Belgia Belgia Belgique, België, Belgien BE
Bulgaria Bulgaria България BG
Banniel Danmark Danmark Danmark DK
Estonia Estonia Eesti EE
Banniel Finland Finland Suomi FI
Frañs Frañs France FR
Gres Gres Ελλάδα, Ελλάς EL[1]
Hungaria Hungaria Magyarország HU
Iwerzhon Iwerzhon Éire IE
Flag of Italy.svg Italia Italia IT
Izelvroioù Izelvroioù Nederland NL
Kiprenez Kiprenez Kypros, Kıbrıs CY
Kroatia Kroatia Hrvatska HR
Latvia Latvia Latvija LV
Lituania Lituania Lietuva LT
Luksembourg Luksembourg Lëtzebuerg, Luxembourg, Luxemburg LU
Malta Malta Malta MT
Banniel Polonia Polonia Polska PL
Portugal Portugal Portugal PT
Republik Tchek Tchekia Česká republika CZ
Banniel Roumania Roumania România RO
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet United Kingdom UK
Slovakia Slovakia Slovensko SK
Slovenia Slovenia Slovenija SI
Banniel Spagn Spagn España ES
Banniel Sveden Sveden Sverige SE

Argerzh emezelañ war an hent, hep bloaziad merket

Albania Albania Shqipëria AL
Flag of Serbia.svg Serbia Srbija RS
Makedonia Rep. Makedonia[2] Makedonija MK
Montenegro Montenegro Crna Gora ME
Banniel Turkia Turkia Türkiye TR

Stadoù ganto ur statud kaset war-raok

Banniel Israel Israel {{{2}}} ISR
Maroko Maroko {{{2}}} MAR
Ar Rannvroioù tro-war-dro pellañ a zo darnoù eus Unaniezh Europa.
An teir strollegezh tramor (COM) ha n'eus ket rennvroioù tro-war-dro pellañ anezho a zo darnoù eus Unaniezh Europa: Saint-Barthélemy (BLM), Saint-Martin) (MAF), ha Sant-Pêr-ha-Mikelon (SPM).
Ar Broioù ha tiriadoù tramor n’int ket darnoù eus Unaniezh Europa met gallout a reont kaout arc'hant Europa evit an diorren a-berzh Bank Kreiz Europa.
  1. EL evit ar Republik Hellenek (Ελληνική Δημοκρατία) ha GR evit an tiriad.
  2. Anv ofisiel gant UE: Republik Makedonia.

Ganedigezh hag Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lid sinañ Feur-emglev Roma e 1957

Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman ha german ivez. E deroù an XIXvet kantved gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.

Ensavadurioù ha frammoù lezennel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ensavadurioù UE[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE :

Meur a framm arc’hant zo :

Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù :

Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh.

A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.

Lec’hiadur ensavadurioù UE[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr :

Framm lezennel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili diazezer Kumuniezh Europa ar Glaou hag an Dir

Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.

Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 a viz Mae 2004.

Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 25 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.