Internet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Internet zo ur rouedad urzhiataerel bedel. Diazezet eo war daou brotokol kehentiñ, TCP (Transmission control protocol) hag IP (Internet protocol) lakaet asambles dindan an anv TCP-IP. Implijet e vez evit dispakañ meur a servij war skramm evel al lizhiri elektronik (brezhonek : postel) hag ar World Wide Web. Troet eo bet Internet gant ar ger kenrouedad ivez .

Evit ma vo luganet an holl ardivinkoù a zo war ar rouedad, ez eus bet savet ur sistem chomlec'hioù gant sifrennoù. Pep ardivink e vez roet dezhañ un heuliad sifrennoù pe padus pe war ar prim. Met posubl eo ivez reiñ ur c'homlec'h da nep en deus ezhomm. Ar chomlec'hioù o deus daou stumm, unan sifrennet evit an ardivinkoù, hag unan all e gerioù lizherennet ha komprenabl d'an holl.

Orin an termen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a ra meur a zen eo Internet ar sistem gourdestenn (saozneg : hypertext) anvet World Wide Web pe ar Web, hepken. Se zo peogwir e oa hennezh ar brudetañ servij e kreiz ar bloavezhioù 90. Ar Web (Gwiadenn eo an troidigezh) zo ur sistem dispakañ testennoù, skeudennoù ha sonioù ha kinniget dindan stumm pajennoù e liv. Kavet e vez servijoù all c'hoazh, evel an anvonerezh war ar prim, an Internet relay chat, hag an eskemmoù fichennaouegoù dre ar c'hehentiñ peer-to-peer.


Meneget eo bet an termen Internet e miz Here 1972 gant Robert Kahn e-pad ur c'hollok e Washington. Ar c'haoz oa war an internetting, da lavared eo sevel luganioù etre ar rouedadoù (net = rouedad).V7ndotcom Elursrebmem Er mare-se, meur a anv a veze roet d'ar sistem nevez (interconnected networks, internetworking, international interconnected networks hag all). Erfin, d'an 1añ a viz Genver 1973, ez-ofisiel, eo bet roet an anv Internet da Arpanet (rouedad al lu amerikan) ha rouedadoù all luganet gantañ (er skolioù-meur amerikan peurvuiañ).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dre ar munud : Istor ar Genrouedad.

An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere 1962 gant Licklider eus Massachusetts Institute of Technology (MIT) zo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an Defense Advanced Research Projects Agency (DARPA) dreist-holl. E miz miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ penn kentañ ar programm enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Sutherland ha Bob Taylor, kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts, pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel.

Gant Leonard Kleinrock eus ar MIT e oa bet embannet an destenn zeorikel gentañ diwar-benn ar c'hehentiñ dre bakadoù e 1961 hag embann a reas al levr kentañ diwar-benn an dra-se e 1964.

E 1965 ez arnodas Robert ha Thomas Merril ar c'hevreadur stlennegel a-bell kentañ, etre Massachusetts ha Kalifornia. Diskouezet e oa bet neuze e c'halle an urzhiataerioù kenlabourat a-bell, met ne oa ket mat kehentiñ dre ar rouedad pellgomz. Degemeret e oa bet meizad ar c'hehentiñ dre bakadoù, a oa bet kaset war-raok gant Kleinrock.

E 1966 e oa bet enfredet Roberts gant Taylor en DARFA evit empennañ an ARPANET. Embann a reas ar steuñv e 1967. Pa oa bet o kinnig an destenn-se e reas anaoudegezh gant daou strollad all a enklaskerien zizalc'h a laboure war an hevelep danvez : ur strollad eus an National Physical Laboratory (NPL) eus ar Rouantelezh-Unanet gant Donald Davies ha Roger Scantlebury, hag egile eus ar RAND Corporation gant Paul Barran.

Etre 1962 ha 1965 e oa bet studiet an treuzkas dre bakadoù gant strollad ar RAND evit al lu amerikan. Ar pal a oa derc'hel ar c'hehentiñ e ken kaz ma vije taget ar vro (da skouer, gant bombezennoù nukleel), ar pezh a c'halled ober gant an treuzkas dre bakadoù en ur rouedad kreizennet. Un diorrodur dizalc'h eus ARPANET e oa : daoust ma oa bet savet da zerc'hel ouzh un argadenn, ne oa ket bet empennet ARPANET da aesaat ar c'hehentiñ etre enklaskerien. Ne oa ket bet lakaet danevell Paul Baran e pleustr ha buan-kenañ e oa bet ankoukanac'haet.

Er mare-se e oa kaset an traoù war-raok er British National Physical Laboratory, gant skipailh Donald Davies : an NPL Network, ar rouedad mailhet kentañ diazezet war an treuzkas datagrammes (packets), a oa arc'hwelek. Met n'eo ket bet skrivet istor ar Genroudad gant Europiz : ARPANET a vo deroù ofisiel ar Genrouedad hiviziken.

E miz Eost 1968 e asantas an DARFA arc'hantaouiñ diorren dafar routa pakadoù ARPANET. Fiziet e oa bet an diorroadur-se en unan eus strolladoù ar firm Bolt, Beranek and Newman (BBN) eus Boston e miz Kerzu . Labourat a reas ar strollad-se gant Bob Kahn war adeiladezh ar rouedad. Roberts a wellae doareoù topologel hag armerzhel ar rouedad. Kleinrock a briente reizhiadoù muzuliañ ar rouedad.

E miz Gwengolo 1969 e stalias BBN an aveadur kentañ en {2]UCLA{/} ma laboure Kleinrock. Eil skoulm ar rouedad a voe staliet e Stanford Research Institute (SRI) ma laboure Douglas Engelbart war ur raktres gourskrid. Daou skoulm ouzhpenn a oa bet ouzhpennet gant Skol-veur Santa Barbara ha Skol-veur Utah. E dibenn 1969 en doa ARPANET pevar skoulm eta.

Gant Working Group (NWG), renet gant Steve Crocker, e voe echuet ar protokol kehentiñ a bost da bost NCP e miz Kerzu 1970. Degemeret e oa bet ar protokol-se etre 1971 ha 1972 gant an div lec'hiad kevreet ouzh ARPANET. Evel-se o doa gallet implijerien ar rouedad diorren an arloadoù.

E 1972 e voe sevenet gant Ray Tomlinson an arload pennañ kentañ : ar postelerezh. E miz Here 1972{/2} ez aozas Kahn an abadenn diskouez vras kentañ war APARNET en 1}International Computer Communication Conference (ICCC). An abadenn diskouez foran kentañ e oa bet.

Krouet e oa bet meizad ar Genrouedad diwar ARPANET. Ar mennozh a oa reiñ tro da gevreañ rouedadoù a bep seurt an eil re ouzh ar re all : ARPANET, kehentiñ gant loarelloù, kehentiñ dre radio. Deuet e oa ar mennozh-se gant Kahn e 1972 hag anvet e oa Internetting. Gant protokol NCP APERNET ne c'halled ket ennagañ ostizoù e-maez APERNET na reizhañ fazioù treuzkas a c'hallfe degouezhout. Divizout a reas Kahn neuze da ziorren ur protokol nvez, a zeuas da vezañ TCP/IP a-benn ar fin.

E-keit-se e oad o sevel ur raktres, awenet gant APARNET, dindan renerezh Louis Pouzine Frañs : rakres ar C'hKykládes. De nombreuses propriétés de TCP/IP ont ainsi été développées, plus tôt, pour Cyclades. Diorroet e oa bet pershioù stank TCP/P neuze, kentoc'h, evit ar C'hykládes. Pouzin et Kahn indiquent que TCP/IP a été inspiré par Cyclades. Lavaret o deus Pouzin ha Kahn e oa bet awenet TCP / IP gant raktres ar C'hKykládes.

E 1973 e c'houlennas Kahn ouzh Vint Cerf (zo lesanvet tad an Internet a-wechoù) labourat gantañ rak Cerf a ouie ar munudoù da lakaat NCP war-sav. Skrivet e oa bet an teul kentañ o taveiñ da TCP gant Cerf e 1973 : A Partial Specification of an International Transmission Protocol. An TCP a oa bet spisaet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1974. An RFC 675 eo.

Gant doare kentañ TCP ne c'halled kehentiñ nemet dre sevelañ un amred galloudel. Mont a rae mat en-dro evit treuskas restroù pe evit labourat a-bell met ne oa ket azasaet ouzh arloadoù zo evel ar pellgomzerezh dre ar Genrouedad. TCP a voe disrannet neuze diouzh an IP hag an UDP kinniget evit an treuzkasadennoù hep savelañ un amred.

E dibenn ar bloavezhioù années 1980 e oa bet lakaet pemp kreizenn stlennelegezh dreistgalloudus gant an NSF (National Science Foundation), a oa dindan ar velestradurezh amerikan. Gallout a ra an implijerien kevreañ outo, ne vern pelec'h edont er Stadoù-Unanaet : Gallout a raed mont war an ARPANET a-vras. Le système rencontra un franc succès et, après la mise à niveau importante (matériels et lignes) à la fin des années 1980, s'ouvrit au trafic commercial au début des années 1990. Berzh a reas ar reizhiad ha, goude ma oa bet lakaet an dafar hag al linennoù a-live e dibenn ar bloavezhioù 1980, e oa bet digoret d'an tremenerezh kemwerzhel e deroù ar bloavezhioù 1980.

E deroù ar bloavezhioù 1990 e c'haller lavaret e oa bet ganet ar Genrouedad a anavezomp hiziv : ar web, un hollad pajennoù en HTML o veskañ skrid, liammoù, skeudennoù, a c'haller ennegañ dre un URL hag a c'haller diraez gant ar protokol HTTP. Ar standardoù, diorroet er CERN gant Tim Berners-Lee a dapas brud buan pa oa bet diorroet ar merdeer liesvedia Mosaic en NCSA gant Marc Andreessen hag Éric Bina.

E miz Genver 1992 e oa bet krouet an Internet Society (ISOC) gant ar pal brudañ ha kenurzhiañ an diorroadurioù war ar Genrouedad. Er bloavezh 1993 e oa bet krouet ar merdeer Web kentañ, a embrege ar skridoù hag ar skeudennoù. E-pad ar bloavezh-se e oa bet leuriet ur gompagnunezh gant National Science Foundation (NSF) evit enrollañ an anvioù domani.

Gouarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Insert HTML tags

«Previous Next» Pennad dre ar munud : Gouarn ar Genrouedad.

Hervez dielfennadur ar strollad labour diwar-benn gouarn ar Genrouedad, « Gouarn ar Genrouedad » a dalvez kement ha danzen hag arloañ pennaennoù, gant ar Stadoù, ar genad prevez hag ar gevredigezh keodedel da-geñver o rolloù a-getep, reolennoù, reoladoù, argerzhoù kemer divizoù ha programmoù boutin evit oberiañ an emdroadur hag an implij eus ar Genrouedad.

Pouezus eo ar marilhoù metaroadennoù evit sevel reolennoù an diraez d'ar danvezioù web a implij an Uniform Resource Identifiers (a c'hall bezañ an URL a ziskwel war barrenn verdeiñ an urzhiataer personel).

Un nebeud aozadurioù zo karget da verañ ar Genrouedad, gant gwirioù-dreist dibar. Kenlabourat a reont evit danzen ar standardoù tekinikel, reiñ anvioù domani, chomlec'hioù IP, h.a. :

   * Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), dindan gouardoniezh Departamant Kenwerzh ar Stadoù-Unanet ; Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), dindan gwardoniezh Departament Kenwerzh ar Stadoù-Unanet ;
   * Internet Engineering Task Force (IETF) a pled gant an neuzioù savouriel ha teknikel,
   * Internet Society (ISOC).

Gant ar pal derc'hel pe ledanaat neptuegezh ar rouedadoù, met ivez engouestlañ ar gengevratourien hollek a bep seur da gendivizout diwar-benn ar gouarn, ar Broadoù Unanet o deus galvet :

   * Kuzuliadeg ar bed war kevredigezh ar c'helaouiñ ;
   * Forom ar gouanrn war ar Genrouedad.

Merañ an danvezioù niverel zo ezhomm evit mont en-dro ar Genrouead, zo fiziet en Internet Assigned Numbers Authority (IANA), a zileuri dezverkañ ar bloc'hoù chomlec'hioù IP ha niverennoù Autonomous System d'ar marilhoù ar Genrouedad rannvroel.

Gwir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Broioù o strishaat ar moned war ar Genrouedad hervez Reporters sans frontières.

Gwir ar Genrouedad a vod an holl reolennoù ar gwir a c'ahller dedalvezout d'ar Genrouedad.

N'eus ket a wir dibar d'ar Genrouedad met lakaet e vez ar gwir boutin da dalvezout kentoc'h. Lezennoù broadel zo a vez lakaet da dalvezout gant ar broioù pa vez ezhomm da zerc'hel kont eus o dibardelezhioù - (da skouer, e Frañs : Lezenn evit ar fiziañs en armerzh niverel (LCEN) eus an 21 a viz Mezheven 2004).

Hervez Benjamin Bayart, difretour evit neptuegezh, ar rouedadoù ez eus bet kadarnaet gant ali ar C'huzul Bonreizhel, bet embannet d'an 10 a viz Mezheven 2009[notenn 1], "ez eo ar Genrouedad un dra ret evit arver ar frankiz ezteuler" [4].

Diaes eo lakaat ar gwir da dalvezout war ar Genrouedad evit daou abeg da nebeutañ :

  1. Etrebroadel eo ar Genrouedad. Padal, ar gwir broadel a vez lakaet da dalvezout peurliesañ.
  2. Diaes e vez anavezout an implijerien, gwarezet gant ar Genrouedad, met an dorfetourien ivez neuze.

Ar Genrouedad a laka an dud da sevel goulennoù diwar-benn ar gwir a denn d'ar berc'henniezh kerfredel (gwir aozer, gwir merkoù, h.a.), da wir ar c'hazetennoù hag an embannadurioù (torroù-lezenn, kujunennoù, gwallvrudañ, h.a.), gwir ar skeudennoù, met ivez d'ar gwir brudañ, ar gwir kenwerzhel abaoe diorroadur ar gwir kenwerzhel.

Kevreadennoù evit an dud voutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit monet war ar Genrouedad ez eus ezhomm da gaout un aveadur IP, hag ur c'hevreadur d'ur pourvezer monedoù. Evit an dra-se e vez implijet an dafaroùhag ar meziantoù amañ war-lerc'h :

   * Un urzhiataer personel pe n'eus forzh peseurt aveadur termen all e penn ur rouedad :
         o Skoazeller personel
         o Letrin c'hoarioù video
         o Pellgopmzer hezoug
   * Ur ganol gehentiñ war-du ar pourvezoù monedoù :
         o Luc'hedañv
         o Linenn bellgomz diloc'h : linenn analogel, xDSL
         o Linenn bellgomz hezoug : 3G+, 3G, Edge, GPRS, GSM (CSD)
         o Ar Genrouedad dre loarell
         o Wi-Fi
   * Ur reizhiad (meziant/dafar) {o}arval evit ar protokol reizhiad implijet (PPP, PPPoX, Ethernet, ATM, h.a.)
   * Ur pourvezer moned war ar Genrouedad(ISP) (ISP e saozneg a dalvez Internet Service Provider)

Meziantoù, a-hend-all, zo ezhomm evit korvoiñ ar Genrouedad hervez an implijoù a vez graet anezhi :

   * Postelerezh : un arval SMTP ha POP (pe POP3) pe IMAP (pe IMAP4)
   * Treuzkasoù restroù : un arval pe ur servijer FTP (File Transfert Protocol)
   * World Wide Web : ur merdeer Web
   * Par-ouzh-par : unan eus rouedadoù niverus P2P hervez an implij (rannañ restroù par-ouzh-par, Jediñ ingalet, P2P VoIP, h.a.)

Protokoloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Genrouedad a ya en-dro hervez ur patrom dre wiskad, damheñvel ouzh ar patrom OSI. An elfennoù a aparchant d'an hevelep gwiskadoù a implij ur protokol kehentiñ evit eskemmañ titouroù.

Ur protokol zo un hollad reolennoù zo termenet ganto ur yezh evit lakaat meur a urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all. Termenet int gant reoladoù digor, an RFC.

Pep protokol en deus kargoù dezhañ e-unan hag, a-gevret, pourchas a reont doareoù a bep seurt da vastañ d'an ezhommoù lies ha diseurt war ar Genrouedad.

Ar re bennañ zo amañ war-lerc'h :

  • IP (Internet Protocol), zo anvet IPv4 ivez : protokol rouedad a dermen an doare eskemmañ kentañ etre an urzhiataerioù a gemer perzh er rouedad en ur reiñ dezho ur chomlec'h hepken war ar rouedad.

o TCP : karget da savelañ ar c'hevreadur d'ar rouedad hag da gontrollañ an treuzkas. Ur protokol degemer eo a c'haller kaout fiziañ ennañ. Diogeliñ a ra ez eo ber resevet mat ar roadennoù gant an degemerer, er c'hontrol da UDP. + HTTP (HyperText Transfer Protocol) : protokol bet lakaet war-sav evit kargañ pajennoù web. + HTTPS : HTTP evit merdeiñ er mod suraet. + FTP (File Transfer Protocol) : protokol implijet evit treuzkas restroù war ar Genrouedad. + SMTP (Simple Mail Transfer Protocol) : mod eskemmañ ar postelerezh evit kas. + POP3 (Post Office Protocol doare 3) : mod eskemmañ ar postelerezh evit degemer. + IMAP (Internet Message Access Protocol) : ur mod eskemmañ all evit ar postelerezh. + IRC (Internet Relay Chat) : protokol divizout prim. + NNTP (Network News Transfer Protocol) : protokol treuzkas implijet evit ar foromoù divizout Usenet + SSL pe TLS : protokoloù treuzkasaet suraet, implijet evit ar paemantoù suraet dreist-hol o UDP : gantañ a c'haller kehentiñ, en un doare n'eo ket fizius met skañv, dre datagrammoù bihan. + DNS (Domain Name System) : Reizhiad Anvioù Domani. o ICMP (Internet Control Message Protocol) : protokol kontrollañ protokol IP.

Goude diviadur ar chomlec'hioù IPv4 e oa bet diorroet ar protokol IPv6. Hemañ en deus ur egorenn bras-divent a chomlec'hioù.

Daoust ma rank an treuzkas etre daou boent chom dizalc'h, ar routaerioù a rank gallout eskemmañ titourioù routa. Un IGP (Interior Gateway Protocol) hag un EGP (Exterior Gateway Protocol) evel BGP (Border Gateway Protocol) a vast d'an ezhomm-se.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

.bzh