Danav

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diskenn an Danav

An Danav (Donau en alamaneg, Dunaj e slovakeg, Duna en hungareg, Dunav e kroateg, Дунав/Dunav e serbeg, Дунав e bulgareg, Dunăre e roumaneg, Дунай en ukraineg, Danubius e latin) eo stêr hirañ Unaniezh Europa. Adalek kember ar stêriouigoù Breg ha Brigach ha "mammenn an Danav" (Donauquelle) e Donaueschingen en Alamagn e tiskenn a-hed 2 845 km betek ar Mor Du. Adstêrioù brasañ an Danav eo an Inn, ar Morava, an Drava, ar Sava, an Tisza, ar Morava, an Olt hag ar Prout. Delta an Danav, an hini brasañ en Europa, zo 3446 km² e c'horread.

Broioù ha kêrioù ma tremen an Danav drezo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Glin an Danav" e-kichen Visegrád (Hungaria)
Kastell Golubac (Serbia)