Keoded ar Vatikan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Status Civitatis Vaticanae (lat.)
Stato della Città del Vaticano (ital.)
Banniel ar Vatikan Skoed-ardamez ar Vatikan
(Banniel ar Vatikan) (Skoed-ardamez ar Vatikan)
LocationVaticanCity.png
Kan broadel Inno e Marcia Pontificale
Yezhoù ofisiel Latin, italianeg, alamaneg (Gward Suis)
Kêr-benn --
Gorread
-En holl
-% dour

0.44 km²
0%
Poblañs
-Hollad
-Stankted ar boblañs

932 (2005)
2 071/km²
Unpenn Frañsez
Sekretour ar Stad Angelo Sodano
Gouel broadel 11 a viz C'hwevrer
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 379 (39 06)
Kod war ar Genrouedad .va


Riez Keoded ar Vatikan diouzh e anv ofisiel (Stato della Città del Vaticano en italianeg, Status Civitatis Vaticanae e latin hag ar Vatikan evit berr) eo ar riez vihanañ er bed (0.44 km²) hag un enklozadur eo e-kreiz Roma, ar gêr nemeti ma'z eus div gêr-benn. 932 annezad a gaver er Vatikan, met nebeutoc'h a geodedourien, darn anezho evit un amzer berr. A-wechoù e vez anv eus ar Sez santel, met eus sez ensavadurioù an Iliz katolik roman staliet eno ez eus kaoz er mod-se. Ar Pab, eskob Roma, Vikel ar C'hrist, eo penn ar riez, hemañ dilennet gant ar gardinaled, pennoù uhelañ an iliz. Hiziv eo Frañsez, dilennet e 2013, ar pab o ren.
An italianeg eo yezh ofisiel ar riez, ar galleg ar yezh diplomatek hag al latin yezh ar Sez santel (i.e. yezh an Iliz). Meur a yezh a vez komzet gant an annezidi, italianeg peurvuiañ hag alamaneg gant ar Gward suis.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar Vatikan e Roma dre emglevioù al Lateran (11 C'hwevrer 1922) sinet gant ar c'hardinal Pietro Gasparri, kannad ar Pab ha Benito Mussolini, Prezidant kuzul ar gouarnamant italian. An nemorant eus Stadoù ar Pab a c'holoe un darn vras eus Italia abaoe kantvedoù eo ar Vatikan.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.