Gres (bro)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambig colour.svgEvit "Gres" da vare an Henamzer, gwelet Henc'hres.
Disambig colour.svgevit sterioù all "Gres", gwelet Gres (disheñvelout).

Ελληνική Δημοκρατία
Ellinikí Dimokratía

Banniel Bro-C'hres Skoed-ardamez Bro-C'hres
(Banniel Bro-C'hres) (Skoed-ardamez Bro-C'hres)
LocationGreece.png
Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
(Imnos is tin eleftherían)
Ger-stur Ελευθερία ή Θάνατος
(Eleutheria i thanatos, Eleftheria i thanatos)
"Ar Frankiz pe ar Marv")
Yezh ofisiel Gresianeg
Kêr-benn Aten
Gorread
-En holl
-% dour

131 940 km²
0.86%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

11 018 000 (2004)
81/km²
Prezidant Prokópis Pavlópoulos
Kentañ ministr Aleksis Tsípras
Gouel broadel 25 a viz Meurzh
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 30
Kod war ar Genrouedad .gr

Gres, pe c'hoazh Hellaz (gregach: 'Ελλάς, Hellás IPA [he̞ˈllas] Ελλάδα; gresianeg a-vremañ: Elládha (IPA): [e̞ˈlaða]) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik Hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία Ellīnikī́ Dīmokratía, [eliniˈci ðimokraˈtia]). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an Norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, ar Bet-Republik Yougoslaviat Makedonia hag Albania, ha gant Turkia e tu ar Reter. En em ledañ a ra Mor Egaios a-hed aodoù ar reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar gevred p'emañ Mor Ionia er mervent hag er c'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er c'hornôg hag er reter.

Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 bloaz kent Jezuz-Krist betek 200 bloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'en deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez.

Etimologiezh an anv ha stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, d'e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.

Abaoe amzerioù Homero d'an nebeutañ, avat, o deus ar C'hresianed o-unan graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα (distaget: [eˈlaða]) eus o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhioù. Savet e oa an anv-se diàr div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".