Eost

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eost
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Eost, livadur eus les Très Riches Heures du duc de Berry
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu


An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouhere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.

Gwechall e oa miz labour an eost. Hiriv eo miz an hañvourien hag an douristed e Breizh, da vihanañ betek Hanter-Eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, ha koulskoude, hervez ar stadegoù, eo miz Gouhere.

En hanterenn hanternoz an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hanterenn greisteiz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement ha kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.
  • En e raok , en deiziadur roman , e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis (diwar sextus, c'hwec'hvet). Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.
  • An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe lakaet ouzhpenn Genver ha C'hwevrer e penn kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemvired, war-dro 450 kent JK (dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se).
  • Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria

Gerdarzh ha gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus an anv Eost e teu ar gerioù

Gerioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • En iwerzhoneg e vez laret Lúnasa, diwar Lughnasadh, diwar anv an doue Lugh, pe Lug. Lá Lúnasa eo anv ar c'hentañ a viz Eost.
  • E finneg e vez laret elokuu, a dalv "miz an eost".

Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]