8 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1955 : degemeret eo Banniel Europa, daouzek steredenn velen ouzh ur foñs glas.
- 1968 : dibenn sened-iliz Vatikan II.
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1956 : klozadur ar XVIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Melbourne gant Avery Brundage, prezidant amerikan ar Poellgor etrebroadel olimpek.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1708 : Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel († 18 a viz Eost 1765 en Innsbruck (Aostria)).
- 1832 : Bjørnstjerne Bjørnson, skrivagner norvegek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1903 († 26 a viz Ebrel 1910 e Pariz).
- 1844 : Charles-Émile Reynaud, filmaozer gall, a reas an tresadennoù-bev kentañ († 9 a viz Genver 1918 en Ivry-sur-Seine).
- 1862 : Georges Feydeau, skrivagner gallek († 5 a viz Mezheven 1921 e Rueil-Malmaison).
- 1864 : Camille Claudel, kizellerez c'hall († 19 a viz Here 1943 e Montdevergues).
- 1865 : Jean Sibelius, sonaozer eus finnat († 20 a viz Gwengolo 1957 e Järvenpää (Finland)).
- 1877 : Paul Ladmirault, sonaozer c'hall († 30 a viz Here 1944 e Kamoel).
- 1932 : Yvan Ropars, livour, kizellour († 10 a viz Meurzh 2014)
- 1943 : Jim Morrison, kaner ha sonaozer ar strollad The Doors († 3 a viz Gouere 1971 e Pariz).
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1550 : Gian Giorgio Trissino, barzh italian (° 8 a viz Gouere 1478 e Vicenza (Italia)).
- 1709 : Thomas Corneille, gwiraour ha dramaour gall (° 20 a viz Eost 1625 e Rouan (Seine-Maritime a-vremañ)).
- 1864 : George Boole, jedoniour ha prederour saoz (° 2 a viz Du 1815 e Lincoln (Bro-Saoz)).
- 1895 : Teodor Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), dastumer gwerzioù ha lenneg (° 7 a viz Gouere 1815 e Kemperle).
- 1899 : Max Lange, mestrc'hoaeier ha skrivagner echedoù alaman (° 7 a viz Eost 1832 e Magdeburg (Alamagn)).
- 1978 : Golda Meir, kentañ ministr Israel (° 3 a viz Mae 1898 e Kyiv (Rusia d'ar mare-se)).
- 1980 : John Lennon, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles (° 9 a viz Here 1940 e Liverpool).
- 2003 : Rubén González, soner piano eus kuban, ezel eus al laz-seniñ mil vrudet Buena Vista Social Club (° 26 a viz Mae 1919 e Santa Clara (Kuba)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant an deiz : Sant Budog (pe sant Beuzeg)
- Gouel-meur ar Werc'hez Vari krouet dinamm eo evit ar gatoliked
- Roumania : Devezh ar vonreizh