Kirgizstan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Кыргыз Республикасы (Kyrgyz Respublikasy) Кыргызская республика (Kyrgyzskaya respublika) Republik Kirgiz
Banniel Kirgizstan Skoed Kirgizstan
Banniel Kirgizstan Skoed gant ardmadezioù Kirgizstan
LocationKyrgyzstan.png
Yezhoù ofisiel kirgizeg ha rusianeg
Kêr-benn Bichkek
Prezidant Almazbek Atambayev
Kentañ ministr Omurbek Babanov
Gorread
 – En holl
 – % dour

 198.500km²
 3.6%
Poblañs
 – Hollad (2003)
 – Stankter ar boblañs

 5.146.281 (2005)
 25/km²;
Dishualded broadel
 –
dispartiet diouzh an Unaniezh Soviedel
  miz Kerdu 1991
Moneiz Som
Kod pellgomz 996
Kod war ar c'henwiad .kg

Kirgizstan, pe Kyrgyzstan[1](e kirgizeg Кыргызстан, treuzlizherennet ivez Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz), bet anavezet a-raok evel «Republik Soviedel Kirgizia», a zo ur vro en Azia ar C'hreiz. Bevennoù boutin en deus Kirgizstan gant Sina, Kazac'hstan, Tadjikistan hag Ouzbekistan. Bichkek eo anv ar gêr-benn.

Ur vro dieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kirgizstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras a zo bet e Kirgizstan goude an taol pe "dispac'h" bet kaset da benn e 2005 hag a zegasas dilez Prezidant Akayev e miz Ebrel 2005.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra istor Kirgizstan tro-dro da 200 a-raok Jezuz. Turked-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en XIIvet kantved hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno.

Ac'hubet gant Impalaeriezh Rusia e oa an takad a reer hiziv Kirgizstan anezhañ e 1876. D'ar c'houlz-se e tec'has kuit diouzh an alouberion meur a hini o klask bod e menezioù Pamir hag en Afganistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rusianed dre Kreiz Azia e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez.

Dindan beli an Unaniezh Soviedel e voe krouet e 1924 Rannvro Emren (oblast) Kirgizia hag 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia. Dont a reas da vezañ ur Republik Sokialour Soviedel e 1936.

En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7% eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel. Ha koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kirgizstan diouzh an Unaniezh Soviedel pemp miz war-lerc'h.

E 1991 e oa Akayev an hini nemetañ war ar renk ha dilennet e oa bet da brezidant gant 95% eus ar mouezhioù. Addilennet e voe ivez addare e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75% eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se, kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.

Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit breujoù ar vro e 2000, met gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'hengred en Europa e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kirgizstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn.

E miz Meurzh 2002 e Aksi e Su ar vro, pemp den a varvas pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e veze reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar Prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat.


Rannvroioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh rannvro (unander: oblast, liester: oblastlar) ez eus e Kirgizstan.

Proviñsoù Kirgizstan

Setu anv pep rannvro gant anv he c'hêr-benn da heul:

1Bichkek (shaar) 2 Batken (Batken) 3 Chui (Tokmok) 8 Isyk-Kul (Karakol) 4 Jalal-Abad (Jalal-Abad) 5 Naryn (Naryn) 6 Och (Och]) 7 Talas (Talas)


Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Kirgizstan

Ur vro e Kreiz Azia eo Kirgizstan hep tamm arvor ebet. Bevennoù en deus gant Kazac'hstan, Sina, Tadjikistan hag Ouzbekistan. Menezioù ez eus a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da dTian Shan. E gwalarn Tian Shan e vez kavet lenn brasañ Kirgizstan anvet Isik Kul.

Kavet e vez aour, glaou, eoul-maen ha gaz naturel e douaroù Kirgizstan.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kirgizstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze gwerzhet 98% eus ar produioù gwerzhet d'an diavaez e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan pe Tadjikistan.

Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6% eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar sektor-se .


Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2005, un tammig ouzhpenn 5 milion a dud a veve e Kirgizstan. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn dioute hepken e kêrioù bras ar vro.

Kirgized eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kirgizstan (69,5%), met bez ez eus ivez tud a orin rusian (9,0%) o chom dreist-holl e norzh ar vro hag Ouzbeked (14,5%) er Su. A-hend-all e vez kavet ivez Uigoured (1,1%), Tadjiked (1,1%), Kazac'hed (0,7%), Dunganed (1,2%), h.a.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh ofisiel Kirgizstan eo bet ar c'hirgizeg abaoe ma oa bet disklêriet e oa anezhañ ur vro dishual ha distag diouzh an Unaniezh Soviedel e 1991. Abaoe 2001 eo deuet da vezañ ivez ar rusianeg yezh kenofisiel all ar vro.

Mont kalz war-raok a reas Kirgizstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Mont a reas kalz war gresk an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se.

Muzulmaned a zo eus 75% eus poblañs Kirgizstan ha kristenion ortodoksel eo hogozik an holl re all.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. geriadur Brezhoneg an Here, 2001, p. 1431

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]