9 Du
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1729 : Feur-emglev Sevilla etre Bro-C'hall, Bro-Saoz ha Spagn ; asantiñ a ra Spagn ez eo saoz Jibraltar.
- 1799 : Taol-stad 18 a viz al latar gant Napoléon Bonaparte.
- 1804 : Pondi a zeu da vezañ "Napoléonville.
- 1918 : roet e zilez gant Gwilherm II (Alamagn), trede ha diwezhañ Impalaer alaman, navet ha divezhañ Roue Prusia.
- 1938 : Nozvezh ar strink a-enep Yuzevien an Trede Reich en Alamagn.
- 1965 : sac'hadenn dredan vras er biz d'ar Stadoù Unanet.
- 1981 : embannet eo ul lezenn hag a aotre ar radioioù dieub da skignañ.
- 1989 : diskaret Moger Berlin.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1719 : Domenico Ponziani, mestrc’hoarier ha saver studiadennoù echedoù italian († 15 a viz Gouere 1796 e Modena (Italia)).
- 1818 : Ivan Tourgeniev, skrivagner rusianek († 3 a viz Gwengolo 1883 e Bougival (Yvelines a-vremañ)).
- 1841 : Edouarzh VII, roue Bro-Saoz eus 1901 betek e varv († 6 a viz Mae 1910 e Londrez).
- 1864 : Paul Sérusier, livour gall (° 7 a viz Here 1927 e Montroulez).
- 1865 : Édouard Nignon, keginour breizhat († 1934 e Breal-Moñforzh)
- 1893 : Liam Lynch, jeneral en Lu Republikan Iwerzhon († (lazhet en emgann) 10 a viz Ebrel 1923 e Cluain Meala (Iwerzhon)).
- 1922 : Raymond Devos, aktour ha fentigellour belgiat († 15 a viz Mezheven 2006 e Saint-Rémy-lès-Chevreuse).
- 1926 : Vicente Aranda, filmaozer spagnol.
- 1929 : Imre Kertész, skrivagner hungarek, Priz Nobel al Lennegezh e 2002.
- 1934 : Carl Sagan, steredoniour ha skrivagner amerikan († 20 a viz Kerzu 1996 e Seattle).
- 1936 : Mikhail Tal, mestrc'hoarier echedoù latviat ha soviedat († 28 a viz Mezheven 1992 e Moskov).
- 1948 : Luiz Felipe Scolari, melldroader ha gourdoner brazilian.
- 1973 : Vladislav Tkachiev, mestrc'hoarier echedoù rusian broadet gall.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1399 : Yann IV (dug Breizh), Dug Breizh, eus 1364 betek e varv (° 1339 e ?).
- 1918 : Guillaume Apollinaire (Wilhelm Albert Włodzimierz Apolinary Kostrowicki e anv gwir), barzh gall (° 26 a viz Eost 1880 e Roma).
- 1944 : Frank Marshall, mestrc’hoarier echedoù amerikan (° 10 a viz Eost 1877 e New York).
- 1970 : Charles de Gaulle, jeneral ha Prezidant ar Republik C'hall eus 1959 betek 1969 (° 22 a viz Du 1890 e Lille).
- 1991 : Yves Montand (bet ganet Ivo Livi), kanour hag aktour gallek (° 13 a viz Here 1921 e Monsummano Terme (Italia)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik roman
- Sant an deiz : Sant Kadvalaer
- Dedi Penn-iliz al Laterano e Roma savet diwar urzh an impalaer Kustentin e-lec'h m'eo bet dalc'het 5 sened-meur an Iliz katolik roman