Roma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Rom
Ar gêr gwelet eus nij.
Ar gêr gwelet eus nij.
Ardamezioù Banniel
Anv italianek Roma
Melestradurezh
Riez Flag of Italy.svg Italia
Rannvro Lazio
Proviñs Proviñs Roma
Kod ISTAT 058091
Kod post 00118–00199
Maer
Amzer gefridi
Ignazio Marino
2013-2018
Lec'hienn web http://www.comune.roma.it
Poblañsouriezh
Poblañs 2 872 086 ann. (30-09-2014)
Stankter 2 232 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
41° 53′ 35″ Norzh
12° 28′ 58″ Reter
/ 41.8931, 12.4828
Uhelder 21 m
Gorread 1 287 km²
Lec'hiadur
Italy location map.svg
Lec'hiañ ar gêr
Rom

Roma (italianeg Roma), pe Rom[1], eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tevere, dindan 22 km eus ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Kêr war ar seizh menez (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinal ha Viminal) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez. Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz mojennel an diazez a vije bet -753, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». Diwar an arkeologiezh eo bet kavet e vije bet un unvanadur etre un nebeud kêriadennoù er mare-se. Aze eo bet ganet sez ur galloud divent en deus ledanaet e astenn war an darn-vuiañ eus Europa etre war-dro - 200 ha 476. Sellet ouzh Henroma, Republik roman hag Impalaeriezh roman.

Treuzet eo kêr gant ar stêr Tiber.

Keoded ar Vatikan (ar Sez santel)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1922 ez eus ur Riez Keoded ar Vatikan (anv ofisiel) e-lec'h ma kaver ar melestradur riezel hag ar Sez santel (italianeg : la Santa Sede), hemañ sez melestradurel an Iliz katolik. Un enklozadur eztiriadel eo. Aze emañ ar pab, penn riek ha speredel an Iliz katolik roman ha e velestradurezh kreiz. E tiriad Keoded ar Vatikan e kaver un niver bras a savadurioù gant ur voger en-dro dezho oc'h enklozañ ivez Iliz-rouanez Sant-Pêr Roma hag er-maez ar voger, plasenn sant-Pêr. Un nebeud savadurioù all e Roma a zo staget ouzh ar Vatikan (ar seizh iliz-rouanez pennañ, da skouer). N'eo ket iliz-rouanez Sant-Pêr-ar-Vatikan iliz-veur Roma met, iliz-rouanez Sant-Yann-al-Lateran.
Ar pirc'hirinaj da Roma a zo unan eus ar re bouezusañ evit ar gatoliked (gant hini Jeruzalem hag hini Santiago de Compostela. Priziet eo ober Tro ar seizh iliz, da lavaret eo Sant-Pêr-ar-Vatikan, Sant-Yann-al-Lateran, Santez Maria-ar-Vrasañ, Sant-Paol-er-maez-ar-mogerioù hag an teir iliz-rouanez vihanañ.

Monumantoù roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Restr:Rome2 Landsat.jpg
Skeudenn-loarell kalon Kêr-Roma, tennet gant Landsat 7

E Roma e c'heller gwelout meur a vonumant (ilizoù e-leiz), meur a virdi ha meur a lec'h heverk. Gevellet eo gant Pariz, ar gêr muiañ gweladennet er bed ha goude e teu Roma gant 10 milion a weladennerien o tont enni bep bloaz. Amañ dindan e vez renablet ar monumantoù hag ar mirdioù pennañ.

Roma-panoramica.jpg


Henroma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Vallée, p. 663a; Geriadur Hemon-Huon, 1970, p.696.