Inizi Marshall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h emañ Inizi Marshall.

Inizi Marshall (M̧ajeļ e marchalleg, Marshall Islands e saozneg), ent-hir Republik Inizi Marshall (Aolepān Aorōkin M̧ajeļ e marchalleg, Republic of the Marshall Islands e saozneg), a zo ur riez enezek eus Mikronezia. Un tregont atoll bennak hag ur 1 100 enezenn bennak a ya d'ober ar vro. 163 174 a dud a oa o chom enno e 2008. Un stad dizalc'h eo deuet da vezañ e 1986. Majuro eo ar gêr-benn. Arc'hañ a ra gouarnamant ar vro-mañ Enez-Wake a zo melestret gant Stadoù-Unanet Amerika.

An douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Inizi Marshall
Un draezhenn en Inizi Marshall.

Emañ an inizi en norzh da Nauru ha Kiribati, er reter da Stadoù Kevreet Mikronezia, hag er su da Enez-Wake, un tiriad melestret gant ar Stadoù-Unanet, met a zo arc'het gant gouarnamant Inizi Marshall. 29 atoll ha 5 enezenn digevannez a ya d'ober ar vro. Daou strollad inizi a zo: aridennad Ratak (ar sav-heol) ha hini Ralik (ar c'huzh-heol).

E-touez an inizi didud emañ Atoll Bikini.