Kêr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur gêr[1] a zo ul lec'h annezet stank, enni etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm un tolpad-savadurioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet ar ger-se pe ivez keoded pa ne reer ket gant metropolenn pe gant tolpad-kêrioù, ma 'z eus meur a gêr enno.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg, pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù e Breizh, e komzer eus ur gêriadenn evit envel an tolpadoù savadurioù bihannoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre ar vourc'h (brezhoneg kozh : gwi), ur seurt kêriadenn gant an iliz-parrez enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h e Bro-C'hall, met ur ster all a zo e galleg evit ar c'hêrioù o doa gounezet gwirioù dre forzh goulenn ouzh o aotrouien er Grennamzer. Sellet ouzh Bourg-en-Bresse. Ne zepant ket an diforc'hioù etre ar poblañsoù pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.

Roll armerzhel ha sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioù armerzhel pa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.
Pa chañch a ra an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus an Henamzer pellañ (keodedoù Mezopotamia), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian ha Roma gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer (Pondi, da skouer) ha ivez an amzerioù modern ha kempred (an Oriant, kêrioù nevez Enez-Frañs). E Amerika koulz hag en Afrika, an trevadennerezh en deus lakaet miliadoù a gêrioù nevez da vezañ savet dindan tri c'hantved.

Gerioù gant kêr enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Evel ar c'hembraeg caer hag ar c'herneveureg ker e teu ar ger brezhonek kêr eus ar predeneg *kagro- (Geiriadur Prifysgol Cymru, vol. 1, p. 384), hag eus ur wrizienn geltiek *qag-ro pe qag-ra (hervez Joseph Loth, adkemeret gant Léon Fleuriot en e c'heriadur eus ar spisc'herioù henvrezhonek, 1964, p.93).