3 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1345 : kouezhañ a ra Ar Roc'h-Derrien etre daouarn ar Saozon.
- 1489 : peurwiriekaet eo feur-emglev Frankfurt am Main gant Anna Vreizh.
- 1965 : embannadur Rubber Soul e Breizh-Veur, c'hwec'hvet albom gant ar strollad The Beatles.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1368 : Charlez VI (Bro-C'hall), roue Bro C'hall eus 1380 betek († 21 a viz Here 1422 e Pariz).
- 1800 : France Prešeren, barzh slovenek († 8 a viz C'hwevrer 1849 e Kranj (Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se)).
- 1817 : Pierre-Marie-François Ogé, kizellour († 27 a viz Kerzu 1867 e Sant-Brieg).
- 1857 : Joseph Conrad (Józef Teodor Konrad Korzeniowski e anv gwir), skrivagner saoznek genidik eus Polonia († 3 a viz Eost 1924 e Bishopsbourne (Bro-Saoz)).
- 1879 : Joseph Le Pévédic, maer Pleñver, kuzulier Kanton Belz ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Pleñver [1].
- 1885 : Edward Lasker, mestrc'hoarier echedoù amerikan († 25 a viz Meurzh 1981 e New York).
- 1911 : Nino Rota (Giovanni Rota Rinaldi e anv gwir), sonaozer italian († 10 a viz Ebrel 1979 e Roma).
- 1916 : Seán Ó Ríordáin, barzh iwerzhonek († 21 a viz C'hwevrer 1977 e Korkig (Iwerzhon)).
- 1924 : Job Morvan (Joseph Morvan e anv gwir), reder war varc'h-houarn a-vicher breizhat († 26 a viz Gouere 1999 e Kolpoù).
- 1930 : Jean-Luc Godard, filmaozer gall suis.
- 1936 : Yves Boutet, melldroader breizhat ha gourdoner, c'hoariet gantañ an niver brasañ a grogadoù gant ar Stad Roazhon.
- 1942 : Edmond Herve, ministr ar Yec'hed Gouarnamant Pierre Mauroy ha maer Roazhon.
- 1981 : David Villa, melldroader etrebroadel spagnol.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1894 : Robert Louis Stevenson, skrivagner skosat, aozer Enez an Teñzor (° 13 a viz Du 1850 e Dunedin (Skos)).
- 1919 : Pierre-Auguste Renoir, livour gall (° 25 a viz C'hwevrer 1841 e Lemojez).
- 1954 : Fernand-René, aktour c'hoariva ha sinema gall.
- 1983 : James Macrae Aitken , mestrc'hoarier echedoù skosat (° 27 a viz Here 1908 e Calderbank (Skos)).
- 1996 : Georges Duby, istorour gall, arbennigour war ar Grennamzer (° 7 a viz Here 1919 e Pariz).
- 2004 : Robert Dhéry, aktour (c'hoariva ha sinema), dramaour, leurenner, filmaozer ha saver senario gall.
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En iliz katolik :
- e Breizh : Sant Avran;
- e lec'h all : sant Kasian, merzher, sant Fransez Zavier, ar Profed Sofonia
- Devezh etrebroadel an euskareg
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993