Napoleon Iañ
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Napoleon[1] (Napoléon Bonaparte hervez ar stumm gallekaet, Napoleone (di) Buonaparte hervez ar stumm italianek orin, Napulione Buonaparte e korseg), a oa bet ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu (Korsika), marvet d'ar 5 a viz Mae 1821 en harlu e Santez-Elena.
Kuitaat a reas Korsika da vont da soudard en arme c'hall. Buan e teuas da vezañ jeneral, ha neuze politikour ha den a stad, ha war-lerc'h impalaer gall.
Taolenn
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.
Tad, mamm ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleon.
Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:
- Giuseppe Buonaparte (Joseph), ganet e 1768
- Napoleone, ganet e 1769
- Luciano Buonaparte (Lucien), ganet e 1775
- Maria Anna Buonaparte Elisa), ganet e 1777
- Luigi Buonaparte (Louis), ganet e 1778
- Maria Paoletta Buonaparte (Pauline), ganet e 1780
- Maria Annunziata Carolina Buonaparte (Caroline), ganet e 1782
- Girolamo Buonaparte (Jérôme), ganet e 1784.
Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed.
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad spisoc'h: Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.
Ren ar C'hoñsul[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad spisoc'h: Ren ar C'hoñsul
Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.
Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha diskleriadur ar c'hentañ impalaeriezh.
Harlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1815 e voe harluet da Saint Helena (enezenn). C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a reas e 1821.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fent diwar-goust an den meur : https://www.youtube.com/watch?v=Pvb57jbmGtM.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, p. 593.