23 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1455 : embannadur kentañ Bibl Gutenberg.
- 1797 : soudarded c'hall a glask dilestrañ e-kichen Abergwaun, e Kembre, da aloubiñ Breizh-Veur.
- 1898 : toullbac’het eo ar skrivagner Émile Zola goude m’en deus embannet e lizher "J'accuse", da damall oberoù ar gouarnamant gall zo o paouez lakaat ar c’habiten Alfred Dreyfus er vac’h.
- 1917 : deroù Dispac'h Rusia.
- 1919 : krouidigezh ar Fasci italiani di combattimento en Italia gant Benito Mussolini.
- 1944 : miliadoù ha miliadoù a Tchechened zo kaset kuit da stepennoù Kazakstan dre nerzh, dindan un devezh.
- 1965 : penn-kentañ filmañ Help! gant ar filmaozer amerikan Richard Lester hag ar strollad The Beatles evel aktourien.
- 1981: klask a ra gwarded sivil ober un taol-stad e Madrid ha bac'hañ kannaded e Parlamant Spagn.
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1417 : Paol II (Pietro Barbo), 211vet Pab eus 1464 betek 1471 († 26 a viz Gouere 1471 e Roma).
- 1807 : Julien-Marie Le Huërou, kelenner hag eontr Fañch an Uhel († (en em lazhet) 9 a viz Here 1843 e-kichen Naoned).
- 1865 : Georg Friedrich Händel, sonaozer alaman.
- 1884 : Maurice Duhamel (Maurice Bourgeaux e anv gwir), sonaozer ha politikour brezhonek († 19 a viz C'hwevrer 1940 e Roazhon).
- 1899 : Erich Kästner, skrivagner alaman.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1821 : John Keats, barzh saoznek (° 1795).
- 1822 : Johann Matthäus Bechstein, loenoniour ha naturour alaman.
- 1848 : John Quincy Adams, c'hwec'hvet prezidant ar Stadoù-Unanet (° 1767)
- 1855 : Carl Friedrich Gauss, jedoniour, steredoniour ha fizikour alaman (° 1777).
- 1940 : Charlez Rolland, kanaouenner (° 1862).
- 1954 : Jacques Mieses, mestrc'hoarier echedoù alaman e Londrez.
- 1955 : Paul Claudel, barzh ha skrivagner gall (° 6 a viz Eost 1868 e Villeneuve-sur-Fère).
- 1965 : Stan Laurel, aktour saoz (° 16 a viz Mezheven 1890 en Ulverston (Bro-saoz)).
- 2000 : Sir Stanley Matthews, melldroader etrebroadel saoz (° 1añ a viz C'hwevrer 1915 e Hanley (Bro-Saoz)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouelioù relijiel e Breizh: