21 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1804 : digor bered Père-Lachaise e Pariz.
- 1871 : aloubet eo Kumun Pariz gant armeoù ar gouarnamant gall. E-korf ur sizhun ez eus lazhet 20 000 den ha harzet 38 000 den all.
- 1904 : diazezet eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) e Pariz gant seizh bro europat.
- 1927 : nijal a ra Charles Lindbergh a-us d'ar Meurvor Atlantel evit ar wech kentañ, e-unan-penn ha hep ehan, a New York da Bariz.
- 1941 : dibenn ar Blitz gant aerlu alaman ouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1956 : lakaet da darzhañ o c'hentañ bombezenn H gant ar Stadoù Unanet en atoll Bikini.
- 2012 : dilennet eo bet Tomislav Nikolić da brezidant Republik Serbia.
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1995 : mont a ra skipailh mell-dorn (paotred) Bro-C'hall da gampion ar bed evit ar wech kentañ, e Reykjavík (Island).
Ganedigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- -427 : Platon, prederour eus Henc'hres († -347 en Aten).
- 1471 : Albrecht Dürer, livour hag engraver alaman († 6 a viz Ebrel 1528 e Nürnberg (Alamagn)).
- 1844 : Henri Rousseau (Henri Julien Félix Rousseau e anv gwir ha lesanvet Ar maltouter Rousseau), livour gall († 2 a viz Gwengolo 1910 e Pariz).
- 1855 : Émile Verhaeren, barzh belgiat († 27 a viz Du 1916 e Rouen).
- 1921 : Andrei Sac'harov, fizikour rusian ha stourmer evit gwirioù mab-den, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (nac'het gantañ) († 14 a viz Kerzu 1989 e Moskov (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel)).
- 1944 : Mary Robinson (Máire Mhic Róibín), prezidantez Republik Iwerzhon.
- 1971 : Aleksandr Dgebouadze, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1973 : Peter Heine Nielsen, mestrc'hoarier echedoù dan.
Marvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1810 : marc'heg d'Eon, poliser kuzh treuzwisket (° 5 a viz Here 1728 e Tonnerre).
- 1919 : Victor Segalen, skrivagner a Vreizh (° 14 a viz Genver 1878 e Brest).
- 1968 : Ernst Neubach, filmaozer, produour ha saver senario aostrian-hungarat.
- 1971 : Eugène Sévellec (Jim Sevellec), livour ha feilhañsour breizhat († 21 a viz Genver 1897 e Kameled).
- 1991 : Rajiv Gandhi, kentañ ministr India (° 20 a viz Eost 1944 e Mumbai (India)).
Lidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Devezh an diseurtelezh sevenadurel er bed evit ar c'hendiviz hag an diorren.