Bro-C'hall
-
Evit implijoù all, gwelet Bro-C'hall (disheñvelout).
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
|
|||||||
Kan broadel | La Marseillaise | ||||||
Yezh ofisiel | Galleg | ||||||
Kêr-benn | Pariz | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
675 417 km² 0.26% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
65 213 894 (2011) 93.59/km² |
||||||
Prezidant | François Hollande | ||||||
Kentañ ministr | Manuel Valls | ||||||
Gouel broadel | 14 a viz Gouere | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 33 | ||||||
Kod war ar c'henwiad | .fr |
Bro-C'hall, pe Gall a-wechoù er skridoù kozh, pe Frañs, a zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar c'hornôg. Gallaoued, pe Frañsizion (pe Frañsizien), eo an dud zo o chom enni.
Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved.
Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger gallek "France", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok).
En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, kornôg Alamagn, Suis hag hanternoz Italia.
République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int.
Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.
Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz ar jeneral de Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.
Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar Geodedourien 1789. Ar Marseillaise eo kan broadel Bro-C’hall.
Taolenn
An anv, Frañs ha Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar ger "Frañs" a zeu eus an anv gallek "France", deuet eus an anv "Francia", ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1].
An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ (dre vras), gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia.
Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ "France" e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar C'hatolikon (1499).
Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.
Kêrioù pennañ Bro C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
# | Kêr | Departamant | Rannvro | D'an 8 a viz Meurzh 1999 | D'ar 1añ a viz Genver 2006 | D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr) |
---|---|---|---|---|---|---|
1 | Pariz | Pariz | Île-de-France | 2 125 246 | 2 181 371 | 12 223 100 |
2 | Marselha gant Ais | Bouches-du-Rhône | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 798 430 | 839 045 | 1 718 281 |
3 | Lyon | Rhône | Rhône-Alpes | 445 452 | 472 305 | 2 165 785 |
4 | Tolosa | Haute-Garonne | Midi-Pyrénées | 390 350 | 437 715 | 1 232 398 |
5 | Niça | Alpes-Maritimes | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 342 738 | 347 060 | 1 001 295 |
6 | Naoned | Liger-Atlantel | Broioù al Liger | 270 251 | 282 853 | 873 133 |
7 | Strasbourg | Bas-Rhin | Elzas | 264 115 | 272 975 | 761 042 |
8 | Montpellier | Hérault | Languedoc-Roussillon | 225 392 | 251 634 | 549 491 |
9 | Bourdel | Gironde | Akitania | 215 363 | 232 260 | 1 127 776 |
10 | Lille | Nord | Nord-Pas-de-Calais | 184 657 | 226 014 | 1 158 306 |
11 | Roazhon | Il-ha-Gwilen | Rannvro Breizh | 206 229 | 209 613 | 671 845 |
12 | Reims | Marne | Champagne-Ardenne | 187 206 | 183 837 | ' |
13 | an Havr-Nevez | Seine-Maritime | Haute-Normandie | 190 905 | 182 580 | ' |
14 | Saint-Étienne | Loire | Rhône-Alpes | 180 210 | 177 480 | 508 847 |
15 | Toulon | Var | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 160 639 | 167 816 | 606 947 |
16 | Grenoble | Isère | Rhône-Alpes | 153 317 | 156 107 | 669 595 |
17 | Dijon | Côte-d'Or | Bourgogn | 149 867 | 151 504 | 151 543 |
18 | Angers | Maine-et-Loire | Broioù al Liger | 151 279 | 152 337 | ' |
19 | ar Mañs | Sarthe | Broioù al Liger | 146 105 | 144 016 | ' |
20 | Nîmes | Gard | Languedoc-Roussillon | 133 424 | 144 092 | ' |
Savidigezh an torosennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :
- En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar oberezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
- En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
- En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
- Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843. Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.
Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.
Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.
- ar galleg end-eeun (ar yezh ofisiel nemeti), diazezet war yezh Enez-Frañs ha Touraine dreist-holl, hag ar rannyezhoù (anvet ivez yezhoù oil);
- yezhoù latin all : okitaneg, katalaneg, korseg, frankoprovañseg.
- yezhoù germanek : nederlandeg, alamaneg (elzaseg, luksembourgeg);
- ur yezh dianav hec'h orin : an euskareg;
- ur yezh keltiek : ar brezhoneg.
A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...
Renk ar Frañs er bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Evit feuriadur diorroadur mab-den jedet gant ar Broadoù-Unanet emañ ar Frañs en 20vet plas er bloaz 2011[2].
- Evit feur an demokratelezh jedet gant The Economist emañ ar Frañs en 28vet plas er bloaz 2012, e-touez an "demokratelezhioù siek"[3]
- Evit a sell frankiz ar c'helaouiñ hag ar gazetennerien e oa ar Frañs en 39vet plas (war 180) er bloaz 2014 hervez Reporters sans frontières[4].
- Evit a sell parelezh ar baotred hag ar merc'hed emañ ar Frañs en 48vet plas (war 135) er bloaz 2011 hervez ar World Ecomomic Forum[5].
- Evit ar goubrenerezh e oa ar Frañs en 22vet plas e 2012 hervez Transparency International, gant un notenn a 71 (war 100)[6].
- Evit "feur ar peoc'h" emañ ar Frañs er 36vet plas (war 153) e 2011, hervez Institute for Economics and Peace[7].
- Evit "gwarez ar vuhez prevez" eo notennet fall gant Privacy International[8] (25vet war 27 en UE).
- Evit an "neveziñ" e oa ar Frañs en 20vet e 2013 hervez skol-veur Cornell (USA), Insead (Frañs) hag Aozadur bedel ar perc'hennañ spered[9].
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Er C'hatolikon (embannadur 1499).
- ↑ (en) [1] (pdf)
- ↑ (pdf)
- ↑ (fr) [2]
- ↑ [3]
- ↑ http://www.transparency.org/cpi2012/results
- ↑ http://www.visionofhumanity.org/wp-content/uploads/2011/05/2011-GPI-Results-Report-Final.pdf
- ↑ Gwelet lec'hienn
- ↑ [4]
Alamagn • Albania • Belgia • Bulgaria • Danmark • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Izelvroioù • Kanada • Kroatia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Polonia • Portugal • Rouantelezh-Unanet • Roumania • Slovakia • Slovenia • Spagn • Stadoù-Unanet • Republik Tchek • Turkia
|
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Republik Makedonia · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet.
|
|
||
---|---|---|
Izili hollbadus | Frañs · Rouantelezh-Unanet · Rusia · Sina · Stadoù-Unanet Amerika | |
Kefridi 2014-2015 | Chile · Jordania · Lituania · Nigeria · Tchad | |
Kefridi 2015-2016 | Angola · Malaysia · Spagn · Venezuela · Zeland-Nevez |