William R. Tolbert, Jr.

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William R. Tolbert, Jr..JPG

William Richard Tolbert, Jr. (13 a viz Mae 1913, Bensonville - 12 a viz Ebrel 1980, Monrovia) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1971-1980).

Besprezidant e oa pa varvas William Tubman ha dre-se e voe lakaet da brezidant d'an 23 a viz Gouere 1971. Aotren a reas krouidigezh ur strollad politikel all, ar Progressive Alliance of Liberia e 1978. Klask a reas digeriñ plasoù er gouarnamant d'an henvroidi hag a yae d'ober ar muiañniver eus poblañs ar vro. Dilezel a reas politikerezh Tubman hag a oa a-du krenn gant blok ar C'hornôg, skoulmañ darempredoù gant an URSS, Sina pe Kuba ha dre-se lakaat Liberia e-touez ar broioù disteud.

E miz Meurzh 1980 e verzas ar PAL ha herzel pennoù ar strollad war zigarez a dreitouriezh. D'an 12 a viz Ebrel e voe lazhet en un taol-Stad kaset da benn gant Samuel Doe ha soudarded all, holl anezhe henvroidi liberian.