Frederig III Alamagn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Friedrich III Alamagn

Frederig III Alamagn, pe Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen, pe ivez Friedrich III von Deutschland en alamaneg, ganet d'an 18 a viz Here 1831 e Potsdam, en Prusia, ha marvet d'ar 15 a viz Mezheven 1888 e Postdam ivez, a oa roue Prusia hag impalaer alaman.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'an impalaer Gwilherm I ha d'e bried, ar briñsez Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (1811-1890). Perzh a gemeras e Brezel 1870-1871 evel feldherr, pe jeneral. Ren a reas adalek an 9 a viz Meurzh, war-lerc'h marv e dad, betek ar 15 a viz Mezheven 1888, rak mervel a reas tri miz war-lerc'h e dad. 8vet roue Prusia e oa, hag an eil impalaer, pe kaiser alaman.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Friedrich e Genver 1858 e Londrez da Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha (1840-1901), a oa merc'h d'ar rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861).


Eizh bugel o doe Friedrich ha Victoria, daou anezho a varvas a-raok o c'hrennoad: