Rusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Российская Федерация
Kevread Rusia
Banniel Rusia Skoed-ardamez Rusia
Banniel Rusia Ardamezioù Rusia
Russian Federation (orthographic projection).svg
Kan broadel гимн Российской Федерации
(Gimn Rossiyskoy Federatsii)
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Rusianeg (ha yezhoù ar broadelezhioù e rannvroioù zo)
Kêr-benn Moskov
Gorread
-En holl
-% dour

17 075 400 km²
0.5%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

143 420 309 (2005)
8.4/km²
Prezidant Vladimir Poutin
Kentañ ministr Dmitriy Medvyedyev
Gouel broadel 12 a viz Even
Moneiz Roubl (RUB)
Kod pellgomz 7
Kod war ar Genrouedad .ru .su .рф


Ar vro vrasañ er bed eo Rusia, ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskou eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.

War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.

Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù dre ar munud : Istor Rusia

Kregiñ a ra istor Rusia e 862 pa eo savet Priñselezh Kiev gant ar Vikinged war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a ra Vladimir 1añ ouzh ar gristeniezh reizhkredenn e 988. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouez hini Moskou e 1276. Aloubet int gant ar C'hKhan Batou, mab bihan Gengis Khan. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.

Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo bro Strizh-mor Bering hag Alaska er bloavezhioù 1740. War-lerc'h un dispac'h kentañ e 1905 e tarzh Dispac'h miz C'hwevrer e 1917 ha dont a ra Rusia da vezañ ur Republik. Krouet e Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel e 1922. Fontañ a ra an URSS e 1991. Krouet eo Kevread Rusia, Boris Yeltsin en e fenn. Adalek 2000 emañ ar prezidant Vladimir Poutin e penn ar jeu.

Gwelout ivez :

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Republik kevreadeleo Bro-Rusia. Setu penaos eo aozet :

  • Prezidant ar Stad : dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ (Vladimir Poutin abaoe 2012, c'hoazh e oa bet etre 1999 ha 2008). Ret eo kaout tri c'hard eus mouezhioù an Douma evit digargañ anezhañ.
  • Prezidant ar gouarnamant (Dimitri Medvedev).
  • Ar galloud lezennel zo gant ar Vodadeg kevreadel a zo 2 gambr dezhi :
    • An Douma : 450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloaz.
    • Kuzul ar C’hevread : 178 dileuriad Sujidi ar C’hevread (strollegezhioù lec’hel).

E dilennadegoù diwezhañ an Douma e 2011 e oa aet ar plas kentañ da Rusia unanet, strollad prezidant Vladimir Poutin (238 sez). Aet e oa 92 sez gant Strollad komunour Kevredad Rusia, 64 gant Rusia reizh ha 56 gant Strollad Frankizour-Demokratel Rusia.

Rannoù melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

83 elfenn gevreadel disheñvel a zo d’ar c’hevread :

Pep elfenn gevreadel (pe sujed kevreadel) a zo bodet e-barzh seizh distrig kevreadel. An distrigoù-se n'eus ket anezho rannoù broadel met rannoù melestradurel hepken.

Kêrioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Kevread Rusia

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mengleuzioù pinvidik-tre a zo e Rusia, met start e vez tennañ gounit anezho abalamour d’an hin.

  • PDK : 309,95 miliard $ (2002)
    • Dasparzh ar PDK : Gennad kentañ 7% - Eil 37% - Trede 56%
    • Dle publik : 22,2% eus ar PDK (2002)
  • Poblañs : 143,4 milion (73% anezho o vevañ e kêrioù)
  • Kresk :
    • Feur ar c’hresk : 6,4% (2002)
  • Eskemmoù kenwerzhel :
    • Ezporzhadurioù : 99,20 miliard $ (2002)
    • Enporzhadurioù : 41,53 miliard $ (2002)
    • Moneiz : roubl rusian (100 RUB = 2,95 € d’an 9 Kerzu2005)
  • Lu:
    • 988 000 soudard
    • Budjed : 8300 millon $

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs etre 1991 ha 2008). Poblañs e miliadoù a annezidi.

81% eus ar boblañs a zo Rusianed etnek. 160 strollad kenelel all a zo.

Digreskiñ a reas ar boblañs goude fin an URSS. Krog eo da greskiñ endro adalek ar bloavezhioù 2010.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez mellad 68 ar vonreizh eo ar rusianeg yezh ofisiel Kevread Rusia. Kalz yezh a zo ur statud ofisiel ganto avat. Gallout a ra pep Republik kaout he yezh pe yezhoù ofisiel.

Div yezh a vez komzet alies gant an dud n'int ket eus ar genel rusian (da skouer rusianeg ha tatareg, oudmourteg, yakouteg pe armenieg).

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar re uhelañ eo ar feur alfabetekaat : 100 % (2003-2008).

Etre 2003 ha 2008 e oa 96% ar feur skoliata kriz evit paotred ha merc'hed, ha 91% ar feur rik. En eil derez e oa 85% eus ar baotred ha 83% eus ar merc'hed ar feur skoliata. 21% eus ar vugale skoliataet a c'halle mont war ar Genrouedad er skol e 2007. Mammenn : Unicef (Deskadurezh; Meneger Diazez)

Digoust eo ar skol hag ar skol-veur, skrivet eo ar gwir-mañ ar Vonreizh zoken. Dibabet e vez ar studierien er skolioù-meur dre kenstrivadegoù avat. Skolioù prevez a c'hall koust kalz ivez. Gant Rusia emañ ar feur tud diplomet en Deskadurezh Uhel an hini uhelañ er bed : 54%. Dre e vez lakaet gant an Deskadurezh ar pouez war ar skiant hag an teknologiezh eo Rusia barrek war ar vezegiezh, ar matematikoù, ar skiantoù hag an imbourc'h aeregor.

Skol-Veur Stad Moskou ha Skol-Veur Stad Sant-Petersbourc'h eo ar skolioù-meur koshañ er vro. Skolioù-meur kevreadel all a zo avat.

Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • (ru) Douma – Lec’hienn ofisiel eil kambr ar Parlamant