Abaoe 10 vloaz e labour skipailh An DROUIZIG war an treiñ hag al « lec’hiekaat » meziantoù. Dre ar skiant prenet bet tapet abaoe 2003 war dachenn an treiñ e vez kinniget gant ar meziantoù troet gant An DROUIZIG evel Mozilla Firefox, Mozilla Thunderbird, LibreOffice, The Gimp pe Inkscape ur c'heriaoueg kempoell.

Pa'z eo ar geriaouegoù stabil e chomo an troidigezhioù efedus evit an arveriaded rak ne vo ket ret dezhe deskiñ-dizeskiñ gerioù disheñvel pa yay d'ur meziant d'egile. Ur vuhez niverel plijus hag efedus e brezhoneg ez eus tro da gaout dre ar meziantoù-mañ.

Troet ez eus bet meziantoù a bep seurt gant skipailh An DROUIZIG : merdeer evit ar genrouedad, postelerezh, ...

Turlanix troer

En o zouez e c'heller menegiñ :